Simc'hat Torah

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Simc'hat Torah pe Simchat Torah ((שִׂמְחַת תּוֹרָה ger ha ger, "Kaout levenez dre pe diwar an Torah") zo ur gouel yuzev a lid fin kelc'h-bloaz lennadennoù foran an Torah ha deroù ur c'helc'h nevez. Heuliañ a ra gouel Soukot e miz Tishrei (etre kreiz miz Gwengolo ha kreiz miz Mae).

Lidañ a reer ar gouel er sinagogenn en ur lenn asambles parashah diwezhañ an Adlezenn ha parachah kentañ ar C'heneliezh. An degouezh nemetañ eo ma vez sortiet an Torah eus an Ark diouzh noz, ha kustum eur da zañsal tro-dro d'al Levr.