Chabat

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ar Chabat pe Shabbat (hebraeg : שבת - chom a-sav, yideg שבת pe, ral, (shabbes)) eo an devezh diskuizh a vez d'ar seizhvet devezh eus ar sizhun gant ar yuzevien (da lavaret eo d'ar Sadorn) ha ma ranker paouez da labourat etre ar Gwener noz hag ar Sadorn noz.

Un dra a bouez eo er yuzevegezh ha, doare pe zoare, e vez doujet gant ur bern yuzevien. Gwelet eo evel ur prantad er-maez eus ar vuhez pemdeziek, graet evit kreizennañ war e familh. Ur bern aotreoù hag arabadoù zo stag ouzh an devezh-se. Un devezh-vak eo en Israel.