Maimonidez

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Un dresadenn eus Maimonidez graet en XVIIIvet kantved

Moizez ben Maimon ((ar) موسى بن ميمون) (Córdoba, 1138Fostat, 1204), brudetoc'h evel Maimonides, a oa ur prederour yuzev sefarad eus ar Grennamzer. Unan eus an dud ouiziekañ war an Torah e voe dre ar skridoù a-vil vern a savas evit e studiañ. Steredoniour ha fizikour e voe ivez.

Ganet e oa bet e Córdoba (Al-Andalus) en impalaeriezh an Almoravided d'an deiz a-raok Pesac'h, e 1138 moarvat (pe marteze e 1135). Labourat a reas evel rabin e Maroko hag en Egipt ma varvas d'an 12 a viz Kerzu 1204. E Tiberias e Galilea e voe beziet.

E-pad e vuhez e voe degemeret e skridoù gant berzh e-touez ar Yuzevien, keit ha kumuniezhioù Yemen pe Irak, ha mont a reas da gemer penn ar gumuniezh yuzev en Egipt, goude ma oa bet burutellet e skridoù gant nerzh e Spagn. Goude e varv e voe degemeret e labour evel ur maen-bonn eus prederouriezh ha divezelezh ar Yuzevegezh. Ar pevarzek levrenn eus e oberenn Michneh Torah a vez gwelet c'hoazh evel un bennoberenn diwar-benn al lezenn dalmudek.

Estreget ar Yuzevien o doa anavezet e labour : brudet eo ivez er bed arab ha muzulman. Levezonet e voe gant Al-Farabi, Avisenna hag Averroes o doa bevet er memes amzer hag eñ, ha levezoniñ a reas prederourien ha skiantourien vuzulman.