Dek Gourc'hemenn

Rembrandt van Rijn, 1659
An Dek Gourc'hemenn (hebraeg עֲשֶׂרֶת הַדִּבְּרוֹת , asereth ha-dibroth, "an Dek Komz") zo ul listennad urzhioù a zo e Testamant Kozh ar Bibl, levr nevet ar Yuzevien hag ar Gristenien.
Hervez an hengoun e vijent bet degemeret gant Moizez war Menez Sinai.
Gourc'hemennoù Doue a reer anezho ivez er skridoù brezhonek[1].
Listenn an Dek Gourc'hemenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er Bibl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Setu amañ ur berradur eus an dek gourc'hemenn evel m'emaint er Bibl (Ermaeziadeg XX,3-17 hag Adlezenn V,7-18)[2],[3].
(Un droidigezh eeun diwar meur a yezh — war-bouez an henyezh orin — eo kement-mañ.)
1 Ne 'z po ket doueed all e-tal din |
2 Ne ri skeudenn ebet |
3 Ne doui ket anv da Zoue en aner |
4 Dalc'h soñj eus devezh ar Sabad, |
5 Enor da dad ha da vamm |
6 Ne lazhi ket |
7 Ne avoultri ket |
8 Ne laeri ket |
9 Ne ri falstesteni ebet |
10 Na c'hoanti na ti na gwreg da nesañ, |
El Levr a gelennadurez kristen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E brezhoneg e oa bet lakaet ar gourc'hemennoù-se e stumm divwerzennoù evit aesaat an deskiñ d'ar vugale a ranke gouzout anezho dre an eñvor evit gallout ober o fask kentañ.
El Levr a gelennadurez kristen (Kemper- Brest 1932), anezhañ ur c'hatekiz bihan, e kaver skrid ar gourc'hemennoù-se, pajenn 117.
1 Un doue hepken a adori |
2 Hep kaoz e anv ne doui ket |
3 Miret a ri an holl sulioù |
4 Da dad, da vamm, a enori |
5 Ha mir ne lazhi den ebet |
6 Lubrik mir na vezi nepred |
7 En em ziwall diouzh laeroñsi |
8 Na gevier na falstesteni |
9 Madoù re all na zezir ket |
10 Na c'hoanta dre luksur pec'hiñ |
- Merzet e vo eo disheñvel urzh ar gourc'hemmennoù-se diouzh hini ar Bibl : ar pempvet a zo amañ eo ar c'hwec'hvet er Bibl, hag ar c'hwec'hvet ivez e kelc'hlizher ar pab Yann-Baol II Evangelium Vitæ, § 53.
Gourc'hemennoù an Iliz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arabat eo droukveskañ gant Gourc'hemennoù an Iliz, a zo c'hwec'h anezho.
Pennadoù kar, a-bell pe a dost[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Geriadur istorel ar brezhoneg Roparz Hemon.
- ↑ La Sainte Bible, troet gant A. Crampon, Société S. Jean l'Évangéliste, Desclée & Cie, Tournai, 1904 (fr)
- ↑ La Bible, Segond 21, Société biblique de Genève, Genève, 2007 ISBN 978-2-608-12301-5 (fr)