Kaozeal:Dek Gourc'hemenn
Neuz
N'emañ ket an dek gourc'hemenn en urzh ar Bibl.
5. Ha mir ne lazhi den ebet / Nag a galon nag a efed a lennan er pennad, padal emañ ar gourc'hemenn-se ar 6vet er Bibl ; div wezh e vez meneget en hevelep renk en Testamant Kozh : Ermaeziadeg (XX,13) hag Adlezenn (V,17). Kaer em eus bet furchal meur a droidigezh (daoust din na vezañ ezel eus kumuniezh ar Gristeniezh), er 6vet renk e vez bepred.
D'ar renk 6 e talc'hin neuze er pennad Kastiz ar marv emaon o sevel. — Siubhán McGunn (kaozeal) 18 Du 2012 da 18:47 (UTC)
- Cheñch mar karez er pennad-mañ (din-me ne vern ket), met ma sellez er Wikipedia saoznek e weli e c'haller kavout urzhioù disheñvel[1] gant hemañ da 5.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Du 2012 da 20:30 (UTC)
- Ar pab Yann-Baol II e-unan, en e gelc'hlizher Evangelium Vitæ el lakaas da 6vet. > Un evezhiadenn a lakain e korf ar bajenn pa 'm bo amzer.
- A hent all, goulenn a rin ma vo kemmet talbenn ar pennad : Gourc'hemennoù Doue a laka da gompren ez eus eus un Doue, ar pezh a c'haller diskrediñ ; An Dek Gourc'hemenn (Bibl) a ginnigin. — Siubhán McGunn (kaozeal) 20 Du 2012 da 20:07 (UTC)
- A-du. Pe, gwell, ent-berroc'h, An Dek Gourc'hemenn, evel ma vez kavet alies er WPoù all (un droienn anavezet eo). Gallout a rez kemm an talbenn da-unan: klik war ar seurt tric'hornig a zo etre ar steredenn hag an toull "Klask" e krec'h dehou ar bajenn, hag e weli "adenvel".--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Du 2012 da 08:20 (UTC)
- "Dek Gourc'hemenn" zo mat din evel titl, hep ger-mell, evel e saozneg, e katalaneg, en alamaneg (en:Ten Commandments, ca:Deu manaments, de:Zehn Gebote), hag evel ma kaver amañ Pevar Aviel, Pevar avel, Pemp politikerezh diazez... Er pennad e vo ret menegiñ an anvadur all "Gourc'hemennoù Doue", un anv a gaver er skridoù brezhonek (sellit ouzh ar Geriadur Istorel). --Llydawr (kaozeal) 21 Du 2012 da 11:27 (UTC)
- A-du. Pe, gwell, ent-berroc'h, An Dek Gourc'hemenn, evel ma vez kavet alies er WPoù all (un droienn anavezet eo). Gallout a rez kemm an talbenn da-unan: klik war ar seurt tric'hornig a zo etre ar steredenn hag an toull "Klask" e krec'h dehou ar bajenn, hag e weli "adenvel".--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Du 2012 da 08:20 (UTC)
- A hent all, goulenn a rin ma vo kemmet talbenn ar pennad : Gourc'hemennoù Doue a laka da gompren ez eus eus un Doue, ar pezh a c'haller diskrediñ ; An Dek Gourc'hemenn (Bibl) a ginnigin. — Siubhán McGunn (kaozeal) 20 Du 2012 da 20:07 (UTC)
- An Dek Gourc'hemenn (Bibl) pe Dek Gourc'hemenn (Bibl) : pouezus eo (Bibl), en abeg d'ar film hollvrudet gant Cecil B. De Mille (1958). Ne 'm eus ket kemmet an talbenn hep goulenn alioù all :) — Siubhán McGunn (kaozeal) 21 Du 2012 da 18:47 (UTC)
- The Ten Commandments eo anv ar film. Droukveskañ n'haller ket. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Meu 2013 da 01:17 (UTC)
- Adlakaet al liester doueed en niv.1 rak en:You shall have no other gods before me, fr:Tu n'auras pas d'autres dieux devant ma face (Crampon) & ''Tu n'auras pas d'autres dieux devant moi (Segond21), &all.
- Dek gourc'hemenn Doue (Bibl) a vije un titl mat, pa ranker c'hoazh prouiñ ez eus un Doue upstairs...2.14.178.40 16 Meu 2013 da 21:41 (UTC)
Eus pelec'h...
[kemmañ ar vammenn]... e teu an droidigezh ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Meu 2018 da 14:53 (UTC)