Mont d’an endalc’had

Yehoshoua

Eus Wikipedia
Yehoshoua o reiñ urzh d'an heol chom a-sav, taolenn gant John Martin (1789-1854) -1816

Yehoshoua, pe Jozue[1] (Iosue e latin) pe Josue hervez troidigezh Gwilh ar C'hoad[2], en hebraeg יְהוֹשֻׁעַ (Yĕhōshúaʕ,"Salviñ a ra Doue"), pe יהושוע בן נון (Yehoshoua mab Noun), a zo hervez ar Bibl skoazeller ha warlerc'hiad Moshe[3]. Tudenn bennañ Levr Yehoshoua (Ys) eo.

Bleinañ a reas Israel en tu-hont d'ar Jordan ha da aloubiñ Kenaan. Istor an aloubadeg-se a ra danvez Levr Yehoshoua.

Eñ eo an hini a vodas ar bobl en he fezh e Shec'hem evit emouestlañ da servijañ YHVH ha doue all ebet[4].

  1. Levr Jozue, Ar Gonideg, 1866
  2. Troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad, 1897, p. 187
  3. Ad 34:9
  4. Dictionnaire culturel de la Bible, Cerf/Nathan, 1990, p. 137