Mont d’an endalc’had

Pourim

Eus Wikipedia
Pourim e straedoù Jeruzalem

Pourim (hebraeg : פּוּרִים Pûrîm "eurioù", diwar פור pur, troet evel "sort" e Levr Esther, liammet marteze ouzh an Akkadeg pūru "maen, jarl" ; anvet ivez Gouel an Eurioù) zo ur gouel yuzev e koun an doare ma oa bet savetaet ar pobl yuzev diouzh Haman, ur penn bras eus Impalaeriezh an Ac'haemenided en doa klasket lazhañ holl Yuzevien ar vro, evel m'eo kontet e-barzh Levr Esther (מגילת אסתר Megillat Ester ; eus ar Vvet kantved a-raok J.K..

Haman a oa kuzulier ar roue pers Asouerus (marteze Kserses Iañ pe Artakserses Iañ, Khshayarsha hag Artakhsher e henberseg) ha divizout a reas lazhañ holl Yuzevien an Impalaeriezh. Kaset e voe e raktres da netra gant Mordec'hai hag e gouzinez Esther, ha merc'h advabet, aet da rouanez Persia en ur zimeziñ da Asouerus. An deiz ma oa kaset raktres Haman da netra a voe un deiz da gas anezhi ha da lidañ.

Un devezh evit kaout plijadur hag eskemm profoù eo neuze, ha reiñ profoù d'ar re baour ivez. Debriñ hag evañ a reer kalzig d'an noz, betek koll e skiant d'ober an diferañs etre Haman ha Mordec'hai sañset. Selaou a reer Megillat Ester en ur ober trouz pa glever anv Haman ha gallout a ra ar vugale en em dreuzwiskañ. Debriñ a reer hamantaschen (godell Haman), gwispidoù fardet gant kaotigell prunev.

Hervez an deiziadur hebraek e lider Pourim d'ar 14 a viz Adar, pe d'ar 14 a viz Adar II pa vez lakaet ur miz ouzhpenn.