Mont d’an endalc’had

Ester

Eus Wikipedia
Ester, hervez Andrea del Castagno, war-dro 1450.
Ester dirak Ahashverosh, gant Franciszek Smuglewicz, 1778

Ester, anvet ivez Hadasa, eo penntudenn levr Ester er Bibl.
Merc'h eo da Avihail, eontr Mardec'hai, met kollet he doa he zad hag he mamm ha desavet e oa bet gant Mardec'hai.

Setu penaos e kinnig troidigezh An Tour-Tan istor Ester :

« Shoushan[1] eo kêr-benn rouantelezh Persia ha Media, hag ar roue, er mare-se, Ahashverosh[2]. Vashti, ar rouanez, a zisplij dezhañ, hag e teu Ester, ur Yuzevez a-douez an harluidi, da gaout e c'hrad-vat ha da vezañ kemeret gantañ da rouanez, hep gouzout e oa ur Yuzevez anezhi. Haman, kentañ maodiern ar roue, a zeu da anavezout ar wirionez : itrikañ a ra neuze, enep ar Yuzevion, ul lezenn a-berzh ar roue evit o raskañ a-ziwar ar vro. Kuzuliet gant Mardec'hai, he zad-mager, Ester a ya, war var he buhez, da gaout ar roue evit tennañ he c'henvroidi diouzh dorn Haman. D'an diwezh, setu dieubet ar Yuzevion hag enoret Marc'hedai e-lec'h Haman, e enebour. Diwar an darvoud-se en deus savet Mardec'hai evit ar Yuzevion gouel ar "Pourim", d.l.e. ar sordoù, rak dre ar "Pour", ar sord, e oa bet laket gant Haman an deiz evit diouennañ ar Yuzevion. ha bep bloaz, abaoe ar mare-se, e lidont e-kreiz an ebatoù eñvoradur an darvoud displeget e levr Ester (Est 9, 20-32). »[3]

Un arouez eus pobl Israel o stourm ouzh an heskinerezh eo Ester. Un arouez eus plas ar merc'hed er Bibl ivez. Pa seller ouzh ster relijiel al levr e kaver, evel-just, ragevezh Doue e-keñver e bobl.

  1. "Sus" e troidigezh Gwilh ar C'hoad
  2. Assureus e troidigezh Gwilh ar C'hoad, hag a vefe Kserses Iañ hervez an istorurien.
  3. Toidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, 1985, p.311