Roch ha-Chanah

Eus Wikipedia
Arouezioù Roch ha-Chanah : ur chofar, avalaloù, mel, gwin hag ur werenn-arc'hant evit ar c'hidouch

Roch ha-Channah pe Rosh HaShanah ((he) רֹאשׁ הַשָּׁנָה), ger-ha-ger "penn-bloaz", eo ar bloavezh nevez yuzev. Anv biblek an deiz-se eo Yom Teruah ((he) יוֹם תְּרוּעָה) "deiz da seniñ gant ar chofar". An hini kentañ e-touez an Deizioù Hael Uhel ((he) יָמִים נוֹרָאִים Yamim Nora'im. "Deizioù an doujañs") eo, evel m'eo displeget gant al Leviegezh 23:23-32. C'hoarvezout a ra e fin an hañv evit an hanter-zouar norzh.

Daou zevezh a ya d'ober Roch ha-Channah a gomañs d'ar 1 a viz Tishrei, seizhvet miz ar bloaz relijiel. Komañs a ra ar bloaz relijiel gant miz Nisan, zo hini gouel Pesac'h padal e komañs Roch ha-Channah ar bloaz sivil. Merkañ a ra deiz-ha-bloaz hengounel ganedigezh Adam hag Eva.

Da Roch ha-Channa e soner ar chofar (ur c'horn-maout goullo), evel m'eo gourc'hemennet gant an Torah. Mont a reer d'ar sinagogenn d'an deiz-se ha debriñ a reer predoù asambles, gant boued ispisial evel avaloù trempet er mel, evit hetiñ ur bloavezh nevez dous.