Mont d’an endalc’had

Kohen

Eus Wikipedia

Hervez an Tanac'h, kohen (hebraeg: כהן, liester kohanim, « gouestlet ,dediet, gredus») a zo un titl bet roet da Aharon, breur Moshe, ezel eus Meuriad Levi, ha d'e ziskennidi c'hourel evit reiñ dezho ur roll pennañ el liderezh[1] ha goude e servij an Templ. Beleien an Hebreed e oant eta. Ober a raent an aberzhoù hag al lidoù all e Templ dindan aotrouniezh ar Beleg-meur (kohen gadol) pe e skoazeller (kohen gac'hak). Aharon a voe ar Beleg-meur kentañ. Ur roll ispisial a oa roet d'ar Beleg-meur, da vare lid ar Yom Kippour peurgetket.

Abaoe m'eo bet distrujet an Templ e kendalc'has an anv da vezañ treuzkaset a rummad da rummad, ha dad da vab.

Ur statud dezho o deus ar re a zoug an anv er yuzevegezh gant reolennoù ispisial er c'humuniezhioù ortodoks da nebeutañ.

Evit kounañ an aberzhoù kent, abaoe ma vez lennet al Lezenn er sinagogennoù e vez lennet lodenn gentañ al lennadenn gant ur C'hohen, an eil gant ul Levi e-touez ar Yuzevien ortodoks pa vez anezho er gumuniezh.


  1. Er 28, 1 ha 2-4