East India Company

Eus Wikipedia
British East India Company
embregerezh, embregerezh, colonial society, Kompagnunezh Indez ar Sav-heol
Tachenn obererezhioùkenwerzh etrebroadel, kenwerzh ar sklaved Kemmañ
Deiziad krouiñ31 Kzu 1600 Kemmañ
Anv er yezh a orinBritish East India Company Kemmañ
DiazezerJohn Watts, George White Kemmañ
StadRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon Kemmañ
Furm lezennkevredad dre gevrannoù Kemmañ
Sez sokialLondrez, East India House, Crosby Hall Kemmañ
Deiziad divodadur1 Mez 1874 Kemmañ
EfedTea Act Kemmañ
Banniel ar British East India Company e 1801.
Skoed ardamez an East India Company

An East India Company (EIC), anvet ivez Honourable East India Company (HEIC) pe British East India Company ha lesanvet John Company, a oa un embregerezh kenwerzh eus Bro-Saoz ha goude-se eus ar Rouantelezh-Unanet. Savet e oa bet evit ober kenwerzh gant an "East Indies" (Indez ar Reter, gevred Azia a-vremañ). E gwirionez an darn vrasañ eus an eskemmoù marc'hadourezh a veze graet gant iskevandir Indez ha gant Sina an dierniezh Qing.

Hervez karta diazezañ an embregerezh e oa hini ar "Gouarnour ha kompagnunezh ar varc'hadourien eus Londrez oc'h ober kenwerzh gant Indez ar Reter". An embregerezh en he barr a oa o labourat evit an hanter eus ar marc'hadourezhioù eskemmet dre ar bed. Marc'hadourezhioù a bep seurt a oa evel kotoñs, seiz, liv indigo, holen, salpestr, te hag opiom. An embregerezh a oa mestr war penn-kentañ an impalaeriezh trevadennel breizhveuriat en India.

Gant ma oa bet roet lañs ha mestroniet an trevadenniñ en India gant ar British East India Company, kevezerezh a voe savet etre an embregerezh hag ar Stad Saoz. En desped d'an arc'hantaouiñ a-berzh ar gouarnamant saoz, e oa lies ar c'hudennoù arc'hant gant ar gompagnounezh. Divodet e voe e 1874 dre abeg an East India Stock Dividend Redemption Act tremenet ar bloavezh a-raok. Gouarnamant India a oa deuet a-benn da reiñ lamm d'an embregerezh. Skourrioù ar gouarnamant saoz en India a oa deuet a-benn da adpakañ kefridioù an embregerezh ha da gendeuziñ e armeoù en e re goude un hir a stourm.

Bannieloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]