Mont d’an endalc’had

Mec'hiko

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Mec’hiko)

Estados Unidos Mexicanos
Stadoù-Unanet Mec'hiko
Banniel Mec'hiko Skoed-ardamez Mec'hiko
Banniel Skoed-ardamez
Kan broadel: Himno Nacional Mexicano
Lec'hiadur Mec'hiko
Lec'hiadur Mec'hiko
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Kêr-Vec'hiko
19°03′N 99°22′W
Yezh(où) ofisiel Spagnoleg (de facto)1
Gouarnamant Republik kevredadel prezidantel
 - Prezidant Claudia Sheinbaum
Dizalc'hded diwar Spagn 
 - Disklêriet 16 Gwengolo 1810 
 - Anavezet 27 Gwengolo 1821 
Gorread
 - Hollad 1 964 375 km² (15vet)
 - Dour (%) 2,5
Poblañs
 - istimadur 2018 125 959 205 ()
 - niveradeg 2010 112 336 538
 - Stankter 64,12/km² (142vet)
PDK (PGP) 2018 (istimadur)
 - Hollad $2 498 202 milion (12vet)
 - Keidenn $20 028 (63de)
FDD  (2018) 0,774 (uhel) (74vet)
Moneiz Peso (MXN)
Gwerzhid-eur (UTC-8 da -6)
Kod kenrouedad .mx
Kod pellgomz +52
1 Gwelet notenn e traoñ ar bajenn:[1]

Mec'hiko[2] (e spagnoleg Estados Unidos Mexicanos, « Stadoù-Unanet Mec'hikan », pe México) a zo ur riez eus Norzhamerika, er su da Stadoù-Unanet Amerika (dispartiet eo diouto gant ar Río Grande, Río Bravo evit ar Vec'hikaned) ha bevennet er su gant Guatemala ha Belize. Stadoù-Unanet Mec'hikan eo anv ofisiel ar vro. Gant ouzhpenn 100 milion a annezidi, hag 20 milion anezho er gêrbenn Mec'hiko, eo Mec'hiko an hini bobletañ eus an holl vroioù spagnoleger. An trede bro eus Amerika latin eo e-keñver ar vent, war-lerc'h Brazil hag Arc'hantina, hag an eil e-keñver ar boblañs. Abaoe 2002 emañ gant kentañ PDG Amerika latin dirak Brazil.

Ur bajenn eus Codex Mendoza, warni arouez Mec'hiko e-kreiz an 'Anáhuac

Un unvez politikel eo Mec'hiko, ganet e penn-kentañ an XIXvet kantved. A-raok an dizalc'hded e veze graet America mexicana (Amerika vec'hikan) eus ar vro da zont. Da goulz Kendalc'h Chilpancingo (1813) e voe kinniget gant deputeed zo ober gant Anahuac evit henvel ar vro, Anahuac o vezañ ar ger a veze implijet gant ar Vec'hikaned evit ober anv eus an tachennadoù a oant mestr warno (Cem Anahuac Tenochca Tlalpan = ar Bed, douar Tenochca). A-benn ar fin e voe bet divizet e vefe México, Mec'hiko, anv ar vroad nevez.

Orin an anv Mec'hiko

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Martezeadennoù a bep seurt a zo diwar-benn ster ar ger México. Un dra a zo sur : ur ger a orin nahouatlek eo, hag an Hen-Vec'hikaned a rae gantañ evit ober anv eus kêrbenn o Stad. Ar vartezeadenn a zegemerer peurliesañ a zispleg emañ orin anv ar vro er gerioù metztli = loar, xictli = begel pe kreiz, ha -co = lostger a verk al lec’h. Hervezi e talvezfe México kement ha lec’h kreiz al loar, pe ent resisoc’h, lenn al loar, unan eus an anvioù a vez implijet gant ar Vec'hikaned evit merkañ lenn Texcoco. Al lec'hanvadurezh nahouatlek a yae pelloc'h eget deskrivañ. Karget e oa a sterioù kevrinek, anavezet gant un nebeud diskibled hepken, evel ma skriv Bernardino de Sahagún en e Historia de las cosas de la Nueva España. Er ster rinek-se, e talvez an anv roet da Vec'hiko kement ha Kreiz ar Bed, hag e meur a zornskrid eo taolennet kêr Vec'hiko evel al lec’h ma grog an holl dourredennoù a dreuz an Anáhuac (ar bed, an douar gronnet gant an doureier). eg), un anv roet d’o doue gwarezer Huitzilopochtli, an evn-kelienenn kleiz. E se e vefe Mec'hiko al lec'h m'emañ Huitzilopochtli o chom. Huitzilopochtli, hervez mojennoù ar Vec'hikaned, en defe tennet ar meuriad-se eus Aztlán (ul lec’h mojennel anezhañ, lec'hiet gant darn e Nayarit pe e Mec'hiko-Nevez) evit e gas d'un douar grataet. Evit mont di en deus ranket ar meuriad beajiñ e-pad daou-c'hant vloaz. Ur wech degouezhet gant enezennig Mexihco war lenn Texcoco, e oa bet roet ur sin gant o doue hag o beleg meur, e anv Ténoch.

Pa gejas ar Spagnoled gant ar bobl-se ha pa ziskrivjont o yezh, o doa graet evel-just en ur heuliañ reolennoù spagnoleg ar mare-hont. Gant ar yezh nahouatlek ez eus ur soniad // (evel chas ) ha taolennet e oa bet ar soniad-se gant al lizherenn x e spagnoleg. Daoust d’an distagadur bezañ kemmet e oa bet miret an x e Mexico evit abegoù etimologel hag istorel, evel ma oa bet graet evit anvioù all, lec'hiennoù pe traezoù, a orin mezoamerikan.

Aozerien zo (e Spagn dreist-holl) a skriv anv ar vro hag ar gêrbenn evel-henn : Méjico. Ha pa vefe lakaet an daou stumm da reizh gant Akademiezh roueel ar spagnoleg, ez ali an ensavadur-se ober gant ar stumm México hag implijout an x en holl c'herioù deveret. A-hed an istor eo bet implijet ar skrivad gant x gant an darn vrasañ eus ar spagnolegerien.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur republik kevreadel eo Mec’hiko, enni 31 Stad hag un Distrig Kevreadel. Gwarantet eo disrannadur an tri galloud (erounit, lezennel ha lezvarnel) gant bonreizh 1917.

Ar galloud erounit

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn ar galloud erounit emañ prezidant ar Republik. Dilennet e vez evit ur prantad 6 vloaz diouzh ar mouezhiañ hollek eeun gant un dro hepken hervez ar muiañ-niver keñverel. Ne c’hall ket bezañ dilennet en-dro. N’eus Kentañ ministr ebet. Envel ha dizornañ a ra ar vinistred, ar pennprokulor (ministr ar Justis), ar gannadourien hag ar bennkonsuled. Ma tilez e garg pe ma varv, e vez anvet ur prezidant da c’hortoz gant ar C’huntell. Gallout a ra ar prezidant kemer dekredoù war dachenn an armerzh hag an arc’hant gant ar galloudoù a vez dileuriet dezhañ gant ar C’huntell.

Abaoe ar 1 a viz Kerzu 2006 ez eo Felipe Calderón (PAN) zo prezidant Mec’hiko goude bezañ bet 35,88 % eus ar mouezhioù en dilennadegoù d’an 2 a viz Gouere 2006, pa oa 35,31 % evit Andrés Manuel López Obrador (PRD) ha 22,27 % evit Roberto Madrazo (PRI).

D’an 13 a viz Gouere e oa bet savet 359 amoug evit direizhderioù dirak LDGLK (Lez-varn Dilennel Galloud Lezvarnel ar C’hevread), 227 kinniget gant ar c'henemsav Evit Mad an Holl, 131 gant ar PAN hag 1 gant ar C’hevredad evit Mec’hiko.
D’ar 6 a viz Gwengolo e oa bet douget he barnedigezh gant LDGLK, ha kadarnaet trec’h Felipe Calderón zo aet en e garg ent ofisiel d’ar 1añ a viz Kerzu 2006.

Peogwir e kav skoazell e-barzh ar c’horf lezennel e vez muioc’h a c’halloudoù gant ar gouarnamant kevreadel eget gant e gevatal er Stadoù-Unanet. Gallout a ra dizornañ gouarnerien ar Stadoù dilennet diouzh ar mouezhiañ hollek en abeg d’ur fazi bras, d’ar goubrenerezh, h.a. A-hend-all e teu arc’hant an tailhoù d’ar gouarnamant kevreadel dreist-holl, hag ul lodenn vihan hepken a ro en-dro d’ar Stadoù.

Ar galloud lezennel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo ar C’huntell e div gambr : ur parlamant hag ur sened. Abaoe 1997 e c’hoari ar C’huntell ur roll brasoc’h peogwir e oa bet tapet muioc’h a sezoù gant an eneberezh goude ma oa bet dilennet 200 depute dre ar mouezhiañ kenfeuriek.

  • Ar Sened : Bep 6 vloaz e vez dilennet ar senedourien. 128 senedour zo er Sened, da lavaret eo 4 senedour dre unvez kevreadel. E 2000 e oa ar Sened e dalc’h an PRI gant 60 sez. War e lerc’h e teue an PAN gant 46 sez, hag erfin 15 sez evit PRD. Ar peurrest eus ar senedourien a oa dizalc’h pe a oa da gostezennoù bihanoc’h. Goude dilennadegoù miz Gouere 2006 eo bet kresket er Sened pouez ar PAN hag PRD diwar goust an PRI. Setu eo deuet PAN da vezañ kentañ nerzh politikel ar vro gant 53 senedour, war e lerc’h PRD gant 37 senedour, rampo gant an PRI. Koulskoude n’emañ ket ar muiañ-niver dreistel gant PAN er Sened.
  • Kambr an deputeed : Bep 3 bloaz e vez dilennet an deputeed diouzh ar mouezhiañ hollek eeun. Er Gambr ez eus 500 dileuriad. 300 pastell dilennel a anv pep a zepute ha 200 depute all a vez dilennet diouzh ar mouezhiañ kenfeuriek er vro a-bezh. Krouet e oa bet an 200 sez-se evit reiñ tu d’ar c’hostezennoù bihan da vont aesoc’h d’ar Gambr. E 2003 e oa aozet ar Gambr evel-henn : 223 sez evit an PRI, 148 evit ar PAN, 97 evit PRD. O vezañ ma n’emañ ket ar muiañ-niver er gambr gant ar PAN, ne c’hall ket lakaat lezennoù da dremen hep skoazell kostezennoù all. War-lerc’h dilennadegoù miz Gouere 2006 en deus kollet an PRI un niver bras a zeputeed e-kerz an PAN hag PRD. Deuet eo an PAN da vezañ ar c’hentañ nerzh politikel e Kambr an deputeed gant 207 sez, war e lerc’h PRD gant 160 sez ha da drede an PRI gant 119 sez hepken. Kouslkoude n’emañ ket ar muiañ-niver dreistel gant an PAN e Kambr an deputeed ha ret e vo dezhañ kaout skoazell an eneberezh evit lakaat e lezennoù da dremen.

Stadoù kevreadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stadoù Mec’hiko
Banniel an EZLN
An iskomandant Marcos e Chiapas

Mec’hiko zo enni 31 stad hag un distrig kevreadel

Chiapas hag an EZLN

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E fin an XXvet kantved e tiskulias tud dibourvez Chiapas an diouer a interest gant ar galloudoù foran evit o Stad, unan eus re baourañ Mec’hiko. Klemm a raent dre ma oa ret d’un niver bras a henvroidi paeañ taosoù da berc’henned douar na oant ket eno, daoust ma oa bet prometet abaoe ar bloavezhioù 1920 gant ar gouarnamant mec’hikan reiñ d’ar beizanted perc’henniezh an douaroù bet gounezet ganto abaoe meur a remziad. Mellad 27 ar vonreizh a warant d’an henvroidi ar gwir d’un ejido pe perc’henniezh stroll.

Echuet e oa bet adreizh an douaroù en darn vrasañ eus ar vro, nemet e Chiapas. Gant enkadenn 1982 e voe lakaet un termen da gontroll an armerzh gant ar Stad hag ar prevesadurioù a voe da-heul a roas ar plas brasañ d’an embregerezhioù prevez. A-benn neuze e paouezas adreizh an douaroù da vezañ er renk a-raok. E-pad respet ar prezidant Carlos Salinas de Gortari e voe lakaet digoradur ar vro d’ar c’henwerzh etrebroadel dreist an traoù all. Da-heul al lanvad adreizhoù frankizour e oa bet modernaet an armerzh a oa serret warnañ e-unan ha gwarezour, ha lakaet e-barzh kenwerzh ar bed. Astalet e voe gant ar gouarnamant ar gwir bonreizhel evit ar c’humuniezhioù war ar maez da vezañ perc’henn war ejidoioù. Emglev frankeskemm Norzh Amerika (EFNA) lakaet da dalvezout d’ar 1 a viz Genver 1994 a voe sellet outañ gant henvroidi Chiapas evel ur brouenn ouzhpenn e vezent lezet a-gostez gant ar gouarnamant kevreadel : kreiz ha norzh ar vro a ziorroe buan gant an tost ma oant da amezeg bras an norzh, tra ma chome ar su er baourentez hag en isdiorroadur.

En endro-se e oa bet ganet an Ejercito Zapatista de Libéracion Nacional (EZLN, = Arme zapatour a zieubidigezh vroadel). Ul luskad peoc'hgar eo ar zapatourien ha "broudet" e voent da implijout an armoù evit gwarantiñ ar gwir d’an ejidoioù d’an henvroidi. An Iskomandant Marcos, anezhañ levier al luskad zapatour, a zeuas a-benn da sachañ evezh ar gumuniezh etrebroadel war stourm pobloù Chiapas war-bouez teknologiezhioù nevez ar c’helaouiñ (internet peurgetket).

E miz Eost 2003 e tisklêrias an EZLN e oa emren an holl dachennad zapatour e-keñver Mec'hiko. Abaoe he deus labouret an EZLN gant ar gouarnamant evit diorren ar yec’hed hag an deskadurezh e kumuniezhoù tud dibourvez Chiapas.

Poblañs ha kêrioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tremen poblañsouriezhel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Feur kresk naturel

Dasparzh dre oad

Poblañs Mec’hiko]]

E-pad an XIXvet kantved a-bezh n’he deus graet poblañs Mec’hiko nemet doublañ. Kenderc’hel a ray an tuadur-se e-pad 20 vloaz kentañ an XXvet kantved. E 1920 e weler ur c’holl 2 vilion a annezidi zoken. Se a c’haller displegañ gant an Dispac’h mec’hikan etre 1910 ha 1920.

Buanaet eo kresk ar boblañs etre 1930 ha 1980, gant sifroù en tu-hont da 3%. Doublañ a rae poblañs Mec’hiko bep 20 vloaz ha diouzh al lusk-se ez istimed e vefe 120 milion a annezidi e Mec’hiko a-benn ar bloavezh 2000. Neuze e oa bet krouet Kuzul Broadel ar Boblañs gant ar gouarnamant kevreadel, ha lakaet da gefridi dezhañ sevel politikerezhioù da gontrollañ ar genel ha kas da benn studiadennoù war boblañs ar vro. Efedus e oa bet an darbaroù-se ha koazhañ en doa graet feur kreskiñ ar boblañs betek 1,6% etre 1995 ha 2000. E 2005 e oa 103 milion a annezidi e Mec’hiko.

Tremen a reas an hoali eus 36 vloaz e 1895 da 75 vloaz e 2005. Setu ez istimer emañ Mec’hiko o paouez kregiñ gant prantad diwezhañ an tremen poblañsouriezhel. Evit gwir, ar feur gouennañ n’eo ken nemet 2,45 bugel dre vaouez, ha feur mervel ar vugale zo 20,91 marv evit 1000 ganedigezh.

Feur kreskiñ ar boblañs (sifroù 2005)

Rak evit ar wech e vez negativel ar ventel enbroañ-divroañ, ha sevel a ra da ouzhpenn 450 000 Mec’hikan ar bloaz. Ar Stadoù-Unanet a chom an termen kentañ.

Ha pa vefe yaouank poblañs Mec’hiko hiziv an deiz (n’eus nemet 5,6% eus ar boblañs en tu-hont da 65 bloaz) ez eo krog ar boblañs da goshaat ha buanaat a ray an dra-se er bloavezhioù a zeu.

Divaeziañ ha kêriekaat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwel eus kêr Vec’hiko
An dek kêr pennañ
Kêr Pob. (2000)
Kêr-Vec'hiko (DF-Mec'h-Hgo) 19.231.829
Guadalajara (Jal) 4.095.853
Monterrey (NL) 3.664.331
Puebla-Tlaxcala (Pue-Tlax) 2.109.049
Toluca de Lerdo (Mec'h) 1.610.786
Tijuana (BC) 1.484.005
León (Gto) 1.425.210
Ciudad Juárez (Chih) 1.313.338
Torreón (Coah-Dgo) 1.110.890
San Luis Potosí (SLP) 957.753

E penn kentañ ar c’hantved e veve 90% eus an dud war ar maez. E niveradeg 1960 e teuas poblañs ar c’hêrioù da vezañ ar muiañ-niver evit ar wech kentañ gant 50,6% eus poblañs Mec’hiko o vevañ e kêrioù bras pe vrasoc’h. An dregantad a dud a oa o chom en o stad c’henidik e 1895 a oa 96,6%, goude ma oa 80% eus ar Vec’hikaned o chom en ur Stad estreget an hini ma oant bet ganet e 1950.Dre ar sifroù-se e c’haller meizañ anadenn an diorren greantel e kêrioù Mec’hiko hag an divaeziañ zo liammet outañ. Hiziv an deiz e kendalc’h ar Vec’hikaned da vezañ prest da zilojañ e diabarzh ar vro, dreist-holl eus an eil kêr d’eben. Koulskoude e c’haller lavaret eo echu da vat an divaeziañ a-vern a oa bet en dekvloaziadoù kent.

Ar Stadoù zo ennañ al lodenn vrasañ eus poblañs Mec’hiko eo an distrig kevreadel ha Stadoù Mec’hiko, Jalisco, Nuevo León, Puebla ha Veracruz. Er c’hontrol, ar re enno an nebeutañ a dud eo Campeche, Baja California Sur ha Quintana Roo. En div Stad diwezhañ-mañ avat emañ ar feurioù kreskiñ e-touez re uhelañ ar vro abalamour da ziorroadur an touristerezh e kêrioù evel Cancún, zo enni 50% eus poblañs Quintana Roo, pe Los Cabos ha La Paz, zo deuet da vezañ un eldorado evit an Amerikaned.

E kêr Vec’hiko ez eus tolpet 18 396 677 a dud (sifroù 2000), ar pezh a ra anezhi brasañ kêr ar bed. Guadalajara ha Monterrey eo 2l ha 3e brasañ kêr ar vro a-getep, dezho ouzhpenn 3 milion a annezidi.

Torfedoù, dramm ha paourentez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar Bank Bed eo pignet Mec’hiko en 12vet plas war skeul galloudoù armerzhel ar bed. E 2005 e oa bet roet un FDD a 0,814 da Vec’hiko gant Programm ar Broadoù Unanet evit an Diorren (PBUD). Gant se emañ en 53e renk er bed, hag e rummad ar broioù ma’z eo uhel an diorren denel (FDD > 0,8).

Padal ez eus diforc’hioù gounidoù bras etre ar re binvidik hag ar re baour. Kalz e ra ar blegenn-mañ evit feur uhel an torfedoù[1] e kêr Vec’hiko. Gant ar goubrenerezh e meur a live er polis hag er melestradur n’en deus ket gallet ar stourm enep an torfedoù ober berzh. Disheñvel-bras eo ar jeu er peurrest eus ar vro avat. Brudet eo ar Vec’hikaned evit bezañ tud onest ha servijus.

Goubrenerezh ar polis hag ar soudarded zo unan eus kudennoù pennañ Mec’hiko. Arc’hantet e vez ar c’harteloù mec’hikan gant marc’had gounidus an dramm hag an divroañ e-maez lezenn war-du ar Stadoù-Unanet. Ganto e vez pourchaset ouzhpenn an hanter eus ar metamfetamin a vez prenet er Stadoù-Unanet. Roet ez eus bet lañs d’ur stourmad bras gant ar gouarnamant kevreadel evit gwellaat ar surentez ha stourm ouzh an torfedoù frammet dre ober gant an teknologiezhioù nevez. Enfredet eo bet maer kozh New-York zoken, Rudolph Giuliani, brudet an tamm anezhañ evit e daolioù-kaer enep an torfedoù e kêr-benn armerzhel ar Stadoù-Unanet, evit adober e gur e kêr Vec’hiko. Dre vras e c’haller lavaret n’eo ket gwall c’houbrenet ar polis kevreadel (kevatal d’an archeriezh). Kresket kalz eo bet goproù ar bolised hag uheloc’h eo o live deskadurezh eget er polisoù all.

Ur gêr zibar e chom kêr Vec’hiko. Eno e vez etre 2000 ha 3000 torfed ar bloaz. 600 eus an torfedoù-se hepken a vez diskuliet d’ar polis. Daoust da se n’eo ket ken uhel niver ar muntroù hag a vije lezet da grediñ gant sifroù an torfedoù. Well-wazh e vez e kêr Vec’hiko 2,5 muntr bemdez, ar pezh n’eo ket kalz e-skoaz an niver a annezidi (war-dro 20 milion). E Washington, da skouer, eo 5 gwech uheloc’h ar feur torfedoù dre annezad.

Henvroidi ha divroerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dasparzh kenelel
Henvroidi
e Mec’hiko
Strollad Poblañs
Náhuatl 2.445.969
Maya 1.475.575
Zapoteco 777.253
Mixteco 726.601
Otomí 646.875
Totonaca 411.266
Tzotzil 406.962
Tzeltal 384.074
Mazahua 326.660
Mazateco 305.836
Mammenn : CDI (2000)

Mec’hiko he deus un tammig muioc’h eget 106 milion a annezidi. Ar vro spagnoleger pobletañ eo dirak Spagn, hag an 3e bro pobletañ e kevandir Amerika war-lerc’h ar Stadoù-Unanet ha Brazil. Unnekvet bro pobletañ ar bed eo war-lerc’h Sina, India, ar Stadoù-Unanet, Indonezia, Brazil, Pakistan, Bangladesh, Rusia, Nigeria ha Japan.

Tremenet e oa dregantad an dud a gomz yezhoù hengounel (an dezverk nemetañ gant INEGI evit merkañ an henvroidi) eus 17% e 1895 da 7% hepken e 2000. E-keñver an niver anezho avat, e oa bet ur c’hresk eus 1 milion e 1895 da 7 milion e 2000. A-unan emañ an arbennigourien[2] evit lavaret ez eus kentoc’h 12,7 milion a henvroidi e Mec’hiko, ganto ur yezh hengounel pe get. Betek 1980 e tivroe an henvroidi war-du ar c’hêrioù bras tost d’al lec’h ma oant bet ganet, met adalek ar bloavezhioù 1990 ez aent a-zruilh war-du ar Stadoù-Unanet.

Ar Stadoù-Unanet eo ar vro ma vev ar muiañ a Vec’hikaned war-lerc’h Mec’hiko. Lavaret a reer eo Los Angeles, brasañ kêr Kalifornia anezhi, an eil kêr vec’hikan e-keñver ar boblañs rak an niver a enbroidi hag a ziskennidi eus Mec’hikaned eno zo en tu-hont d’ar 4 milion a dud zo o chom e Guadalajara, eil kêr Mec’hiko. Mec’hikaned zo bet en tu all d’ar Río Grande kerkent ha destaget tachennadoù mec’hikan bras-divent gant ar Stadoù-Unanet. Evel-se e oa en em gavet un toullad Mec’hikaned war an tiriad amerikan, ha dalc’het o doa d’o boazioù ha d’o yezh. Stad Mec'hiko Nevez a ziskouez mat an dra-se. D’an dud-se e ranker ouzhpennañ niver bras ar braceros aet da vevañ d’ar Stadoù-Unanet, evit ur mare hepken a-wechoù, da-heul un emglev labour etre gouarnamantoù Washington ha Mec'hiko. Aet eo enkadennoù armerzhel diwezhañ Mec’hiko a-du gant an divroañ war-du an norzh hag istimañ a reer e oa tost 38 milion a Vec’hikaned pe a ziskennidi eus Mec’hikaned o vevañ er Stadoù-Unanet e penn kentañ an XXvet kantved. E Kalifornia, e Texas pe e Mec’hiko-Nevez emañ an darn vrasañ eus ar re-se. En Europa ez eus ivez kumuniezhoù bras a Vec’hikaned, e Spagn, en Alamagn, e Frañs hag er Rouantelezh Unanet peurgetket.

Araokadennoù bras zo bet graet gant Mec’hiko war dachenn an deskadurezh e-pad an ugent bloavezhioù diwezhañ. E 2004 e ouie 92,2% eus an dud lenn ha skrivañ, ha 96% e oa ar feur evit ar re yaouank 15-24 bloaz. Digoust ha ret eo an deskadurezh kentañ hag eil derez (9 bloaz). Abaoe ar bloavezhioù 1960 ez eus meur a brogramm deskadurezh divyezhek evit ar c’humuniezhoù henvroidi met lañs zo bet roet dezho dreist-holl abaoe an adreizh bonreizhel e fin ar bloavezhioù 1990 gant levrioù skol skrivet en un daouzek yezh henvroat bennak. Hiziv an deiz eo divyezhek an darn vrasañ eus an henvroidi.

E 1970 e oa bet Mec’hiko ar vro gentañ o tiazezañ ur reizhiad pellgelennerezh. Graet e vez telesecundarias eus ar skolioù a implij ar reizhiad-se. Skignet eo bet ar reizhiad-se e lod broioù eus kreiz Amerika, e Kolombia hag e stadoù zo e su ar Stadoù-Unanet zoken.

An div skol-veur bublik mec’hikan anavezetañ eo Skol-veur Vroadel Emren Mec’hiko (UNAM)[3], bet fontet e 1551, hag an Ensavadur Liesteknik Broadel (IPN). Brudet-kaer int o-div en Amerika latin a-bezh. Hiziv an deiz, lod skolioù-meur prevez zo ken brudet hag ar skolioù-meur publik, ha muioc’h c’hoazh a-wechoù. An teir skol-meur brevez pennañ brudet er bed a-bezh eo Ensavadur Teknologel Studioù Uhel Monterrey[4] (ITESM), Ensavadur Teknologel Emren Mec’hiko[5] (ITAM) hag ar Skol-veur Iberamerikan[6]. Ar skolioù-meur-se o deus kresket kalz ha skoulmet o deus darempredoù gant ar skolioù-meur estren brudetañ.

Yezhoù broadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skritur Maya
Yezhoù henvroat pennañ[7]
Yezh Niver a dud
Náhuatl 1.659.029
Maya (yukatek) 892.723
Miksteg (Tu’un sávi) 510.801
Zapoteg (Binizaa) 505.992
Tzotzil (Batsil k’op) 356.349
Tzeltal (K’op o winik atel) 336.448
Otomí (Hñä hñü) 327.319
Totonaco (Tachihuiin) 271.847
Mazateg (Ha shuta enima) 246.198
Huaksteg (Téenek) 173.233

Lezenn ar Gwirioù Yezhel e 2001 he doa roet ar statud a yezhoù broadel d’ar spagnoleg ha da dremen 60 yezh henvroat komzet gant 7% eus ar boblañs. Daoust ma n’eus diklêriadur ebet er vonreizh a gement a rafe eus ar spagnoleg ar yezh ofisiel ez eo honnezh a vez implijet en holl deulioù ofisiel ha komzet gant an holl Vec’hikaned pe dost. Komzet e vez ar yezhoù henvroat gant tremen 6 milion a dud a vev e gevred Mec’hiko betek Honduras. Sevel a ra an orin anezho da ouzhpenn pemp milved. Eus ar marevezh klasel (300-800 goude JK) d’an aloubadeg spagnol e oa bet skrivet darn eus ar yezhoù-se (maya klasel ar reter hag an nahuatl peurgetket) war savadurioù, podoù ha dornskridoù gant ur reizhiad skrivadur hieroglifek.

An div yezh henvroat komzetañ eo :

Pouezus e oa bet ar yezhoù henvroat a-hed istor ha sevenadurezh Mec’hiko. Da skouer, emañ orin anv ar vro er yezh nahuatl gant metztli (loar) ha xictli (begel). O-daou e talvezont kement ha « begel al loar ». An henvroidi a zistage mechiko (gant ur c’hwezhenn staon-kildent) ha skrivet e voe México gant ar Spagnoled, son al lizherenn x o vezañ emdroet war-lerc’h e spagnoleg. Gerioù spagnolek e-leizh zo a orin amerindian, da skouer :

  • cénote, ur puñs naturel en torosadoù razek (diwar ar maya dz'onot, tremenet e galleg) ;
  • tlapalería, stal rikoù bitellat (diwar an nahuatl tlapalli hag an dibenn-ger -ería}}) ;
  • tianguis, marc’had digor (diwar an nahuatl tianquiztli) ;

Hep kontañ produioù niverus an eskemm kolombian.

Gwerc’hez Guadalupe
Iliz-veur kêr Vec’hiko
  • Dasparzh ar boblañs dre gredennoù

Ar muiañ-niver eus ar Vec’hikaned (89%) zo katolik ha 6% zo protestanted, e kêr Vec’hiko dreist-holl. Abaoe kantvedoù emañ ar yuzevegezh e Mec’hiko. Hiziv an deiz e konter etre 45 000 ha 60 000 a yuzevien e Mec’hiko. Bihan eo an niver a vuzulmaned ha kavet e vezont dreist-holl e kumuniezhoù an enbroidi eus broioù muzulman. Un niver bihan a henvroidi eus Chiapas zo troet ouzh an islam. E 1991 e paouezas hengoun enepkloer ar vro pa voe daskemmet ar vonreizh a-benn reiñ ur statud lezennel d’an ensavadurioù relijiel, hag aotren ar skolioù-parrez peurgetket.

  • Gwerc’hez Guadalupe

Gwerc’hez Guadalupe eo patromez Mec’hiko. Ur gwir gehelerezh zo eviti e Mec’hiko evel e kalz broioù eus Amerika latin. Hervez an denoniour Eric R. Wolf eo Gwerc’hez Guadalupe un arouez hag a liamm ar familh, ar politikerezh hag ar relijion, amzer dremenet an trevadenniñ hag an amzer vremañ, gant perzhioù henvroat, spagnol ha mec’hikan.[8] Ur benniliz vodern zo bet savet gant ar Vec’hikaned da enoriñ anezhi tost d’al lec’h ma oa en em ziskouezet. 14 milion a weladennerien a vez degemeret er monumant katolik-se bep bloaz.

En em astenn a ra ar virvidigezh relijius-se e broioù all eus Amerika latin, er S-U hag e Frañs zoken. D’an 12 a viz Kerzu (deiz he gouel) e kan ar mariachioù en iliz-veur Pariz ma’z eus bet profet un eiladur eus delwenn ar Werc’hez.

Stad olimpek Ciudad Universitaria, er su da gêr Vec’hiko

Degemeret e oa bet ar C’hoarioù olimpek gant Mec’hiko dija, e 1968, ha div wech kib vell-droad ar bed, e 1970 hag e 1986.

Ar sport broadel hengounel zo ur sport war varc’h e anv charrería, met an hini poblekañ eo ar vell-droad, diaraoget gant ar baseball en aod atlantel. Ar skipailhoù mell-droad pennañ eo Las águilas del América, Las Chivas rayadas de Guadalajara, Los Cementeros del Cruz Azul ha Los Pumas de la UNAM .

Gastronomiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tacos
Ar chaousoù ruz ha gwer, a-liv gant ar banniel, a gaver e pep lec’h er pretioù mec’hikan

Pinvidik ha liesseurt-kaer eo ar c’heginerezh mec’hikan, hag ur bern spisoù a gaver ennañ. En amzer an alouberezh spagnol emañ e orin, daoust m’eo bet levezonet gant an henvroidi. Diouzh un tu e kaver ar maiz, ar pimant, ar fav ruz, ar c’houlourdrennoù, an avoukez, ar patatez dous, an tomatez, ar c’hakao, ar vanilha, ar yer-Indez hag ur bern frouezh ha spisoù eus ar bed nevez a vefe re hir renabliñ amañ. Heñvel dra, lod tunioù keginañ implijet c’hoazh hiziv an deiz a gav o orin gant ar pobloù rakspagnek, evel nikstamalañ ar miz pe ar malañ war molcajete (ur mortez hengounel). Diouzh an tu all, ar Spagnoled a zegasas kig al loened doñvaet er bed kozh evel ar moc’h, ar bevin hag ar c’hig-yar, met ivez ar pebr, ar sukr, al laezh hag e zeveradoù, an ed, hag ar riz, an aouravaloù ha lies aozenn a ya d’ober hiziv an deiz ul lodenn vat eus boued ar Vec’hikaned.

Diwar teuzidigezh daou hengoun koshoc’h eget mil bloaz e teuas war wel ar pozole, ar mole hag an tamaloù evel m’emaint bremañ, ar chokolad, lies seurt bara, an tacos hag un dibab bras a voued-polikan mec’hikan (antojitos).Hag ivez evajoù evel an atole, ar champurrado, ar chokolad dre laezh hag an evajoù distan saouret gant frouezh. Dibennoù-pred ivez evel an asitron hag un dibab klok a vadigoù strinkennet, ar rompope, ar c’hajeta, ar jericaya hag un toullad traoù lipous fardet er c’houentoù e pep lec’h er vro.

Frida Kahlo ha Diego Rivera
  • Frida Kahlo e voe unan eus brasañ livourezed Mec’hiko. En he livadurioù e kaver daveoù niverus da sevenadurioù henvroat Mec’hiko. Ur meskad realouriezh, arouezouriezh ha dreistrealouriezh eo he stil. Pried un arzour mec’hikan bras all e voe : Diego Rivera. Ur gomunourez kendrec’het e oa, ha reiñ a reas bod da dTrotsky e-pad e harlu e Mec’hiko.
  • Diego Rivera: unan eus levierien al luskad kubour e Mec’hiko. Ur c’homunour kendrec’het e oa, ha gwelet a rae er freskennoù-moger bras un doare da lakaat an arz tost d’ar bobl.
  • Luis Barragán: un tisavour anavezet er bed a-bezh zo anezhañ, peurgetket dre ar priz Pritzker tapet gantañ e 1980. Reiñ a ra danvez d’al luskad modern en disavouriezh vec’hikan.
  • José Clemente Orozco: livour war vur a c’haller gwelet e oberennoù war un toullad savadurioù mec’hikan eus ar re vrudetañ. Da istor Mec’hiko e tenn peurliesañ e livadurioù.

Ar ger mariachi a verk war un dro ur seurt strollad seniñ a orin eus Mec’hiko, ar stil sonerezh c’hoariet gantañ, hag ur sevenadur muzikel. Ur strollad mariachi a ya d’e ober div violin da nebeutañ, div drompilh, ur gitar, ur vihuela hag ur gitarron. E strolladoù zo ez eus meur a zek soner. Eus Stad Jalisco e teu ar mariachioù.

Strolladoù pe sonerien amerikan e-leizh zo bet levezonet gant ar sonerezh mec’hikan : Flaco Jimenez, Los Lobos

E-touez ar stiloù sonerezh hag an dañsoù poblek e c’haller menegiñ ar banda (en norzh) hag ar salsa (er peurrest eus ar vro).

Deizioù gouel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad dre ar munud : Gouelioù Mec’hiko

Delwenn folklorel (Catrina)
Deizioù gouel ofisiel
  • 1 a viz Genver : Deiz kentañ ar bloaz
  • 5 a viz C’hwevrer : Deiz ar Vonreizh
  • 21 a viz Meurzh : Natalicio Benito Juárez
  • 1 a viz Mae : Gouel al labour
  • 16 a viz Gwengolo : Deiz-ha-bloaz dizalc’hiezh Mec’hiko
  • 20 a viz Du : Deiz-ha-bloaz an dispac’h mec’hikan
  • 1 a viz Kerzu : Deiz ar Prezidant (bep c’hwec’h vloaz)
  • 25 a viz Kerzu : Nedeleg
Gouelioù all
  • 24 a viz C’hwevrer : Deiz ar banniel mec’hikan
  • 5 a viz Mae : Deiz trec’h Puebla (Lidañ a ra ar Vec’hikaned an trec’h enep an armeoù gall e Puebla de los Angeles hag a viras ouzh ar Frañsizien da vont pelloc’h gant o hent war-du Mec’hiko d’ar 5 a viz Mae 1862)
  • 12 a viz Here : Deiz ar ouenn (lidadur dizoloidigezh Amerika ha mesk ar pobloù)
  • 2 a viz Du : Gouel ar re varv (gouel mec’hikan dibar ; da-geñver ar gouel-se ez a ar Vec’hikaned d’ar beredoù da lidañ o re varv. Kinklañ a reont ar bezioù, kas boued ganto ha c’hoari sonerezh. Mec’hiko eo ar vro nemeti er bed he devez un darempred festus gant ar marv ha na vez ket gwelet war an tu fall evel e kevredigezhioù ar c’hornôg. Ur bern traezoù artizanel a daolenn ar marv)
  • 12 a viz Kerzu : Gouel Gwerc’hez Guadalupe

Touristerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec’hiennoù rummet e glad bedel UNESCO

  1. N'eus yezh ofisiel ebet meneget er vonreizh. Gant Lezenn Veur ar Gwirioù Yezh evit an henbobloù eo degemeret an holl yezhoù amerindian e-lec'h ma vezont kaozeet, koulz hag ar spagnoleg. Lakaet int da "yezh vroadel" gant "kendalvoudegezh" gant ar spagnoleg en tachennoù ma reer ganto.
  2. Meksik e Geriadur Hemon-Huon e 1974 ha 1978, Mec'hiko e 2005.

Levrlennadur, liammoù diavaez ha kazetennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur erbedet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Holloueziadurioù
  • Enciclopedia de México. Enciclopedia de México, 1977.
  • Historia de México. México D.F.: Salvat, 1978.
  • México a través de los siglos. Coyoacán: Cumbre, 1985. XXIII edición.
  • Todo México. Enciclopedia de México, 1985.
Douaroniezh
  • Ayllón Torres, Teresa. México: sus recursos naturales y su población. México: Limusa, 1990.
  • Beltrami, Giacomo Costantino. México. Querétaro: Francisco Frías.
  • Cosío Villegas, Daniel (coordinador). Historia General de México. El Colegio de México, 1981.
  • Cosío Villegas, Daniel. Historia Moderna de México. México, D.F.: Hermes, 1973-1984.
  • D’arpi, Mario. México. Bergamo: Instituto Italiano d’arti grafiche, 1924.
  • Pérez Montfort, Ricardo. Estampas de Nacionalismo Popular Mexicano. México: Centro de Investigaciones en Estudios Superiores en Antropología Social (CIESAS), 1994.
  • Rezedowski, Jerzy. Vegetación de México. México: Limusa, 1978.
  • St. Louis, Mo. México. Secondand Arsenal: Aeronautical Chart and Information Center, 1965.
Istor
  • Bernal, Ignacio. Kuize Geschichte Mexikos. Editorial Koln, 1974.
  • Hale, Susan. México. Nueva York: Putnam’s, 1906.
  • Quirarte, Martín. Visión panorámica de la historia de México. Editorial Porrúa, 1976.
  • Solana, Fernando y otros. Historia de la Educación Pública en México. México, D.F.: Fondo de Cultura Económica, 1981.
Besrouantelezh Spagn-Nevez
  • Arcila Farias, Eduardo. El siglo ilustrado en América. Reformas económicas del siglo XVIII en Nueva España. México, D. F., 1974.
  • Calderón Quijano, José Antonio. Los Virreyes de Nueva España durante el reinado de Carlos III. Sevilla, 1967-1968.
  • Céspedes del Castillo, Guillermo. América Hispánica (1492-1898). Barcelona: Labor, 1985.
  • Hernández Sánchez-Barba, Mario. Historia de América. Madrid: Alhambra, 1981.
  • Konetzke, Richard. América Latina. La época colonial. Madrid: Siglo XXI de España, 1976.
  • Navarro García, Luis. Hispanoamérica en el siglo XVIII. Sevilla: Universidad de Sevilla, 1975.
  • Pérez-Mallaína, Pablo Emilio y otros. Historia Moderna. Madrid: Cátedra, 1992.
  • Ramos Pérez, Demetrio y otros. América en el siglo XVII. Madrid: Rialp, 1982-1989.
  • Ramos Pérez, Demetrio y otros. América en el siglo XVIII. Madrid: Rialp, 1982-1989.
  • Rubio Mañé, Ignacio. Introducción al estudio de los virreyes de Nueva España, 1535-1746. México, D. F., 2ª ed., 1983.
Dispac’h mec’hikan
  • Cockcroft, James D. Precursores intelectuales de la Revolución Mexicana. México, D. F.: Siglo XXI Editores, 6ª ed., 1980.
  • Córdoba, Arnaldo. La ideología de la revolución mexicana. México, D. F., 1974.
  • Cumberland, Charles. Madero y la revolución mexicana. México, D. F.: Siglo XXI, 1977.
  • Mayer, Jean. La Revolución Mexicana. 1910-1940. Barcelona: Dopesa, 1972.
  • Roeder, Ralph. Hacia el México moderno. Porfirio Díaz. México, D. F.: Fondo de Cultura Económica, 1973.
  • Vives, Pedro A. Pancho Villa. Madrid: Historia 16 y Quorum, 1987.
  • Womack, John. Zapata y la revolución mexicana. México, D. F.: Siglo XXI Editores, 14ª ed., 1985.
Armerzh
  • Ángeles, Luis. La reforma del Estado. México, D.F.: PRI; IEPES, 1990.
  • Bosch García, Carlos. Historia de las relaciones entre México y los Estados Unidos 1819-1848. México: Secretaría de Relaciones Exteriores, 1985.
  • Georges Fauriol. México. Washington D.C.: Center for Strategic & International Studes George town University, 1983.
  • Green, Rosario. La deuda externa de México. México: Secretaría de Relaciones Exteriores; Nueva Imagen, 1988.
  • Green, Rosario. Nuevo entorno internacional. México, D.F.: PRI; IEPES, 1990.
  • Ibarra, Carlos M. Economía política mexicana. Puebla: Linotipográfica Económica, 1940.
  • Interpretaciones sobre el sistema político mexicano. México: PRI; IEPES, 1990.
  • La apertura de México al pacífico. México: Secretaría de Relaciones Exteriores, 1990.
  • La constitución mexicana, rectoría del Estado y economía mixta. Editorial Porrúa 1985.
  • López Gallo, Manuel. Economía y política en la historia de México. México D.F.: Grijalbo, 1967.
  • México en la década de los 90. Banco Nacional de México, Estudios Económicos y Sociales, 1993.
  • Política exterior de México. México: Secretaría de Relaciones Exteriores, 1989.
  • Tello, Carlos. La política económica en México. Siglo XXI Editores, 1979.
  • Tena Ramírez, Felipe. Leyes fundamentales de México, 1808-1964. Editorial Porrúa, 1964.
  • Toribio, Lucio. Economía actuarial en las empresas industriales. Editorial CEMEX, 2005-2006.
Danvezioù all
  • Agricultura en Tabasco. Higuera Bonfil, Antonio; Campos Solano y María del Rayo A. Antropología social de la economía en el sureste de México. Tlalpan: C.I.E.S.A.S. del Sureste, 1985.
  • México en la literatura. Michener, James Albert. México. Madrid: Espasa Calpe, 1994.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Beajoù (lec’hiennoù ofisiel)
Beajoù (lec’hiennoù all)
Traoù all
Politikerezh
Armerzh
Trafik drammoù
Kazetennoù pennañ
Kazetennoù pouezus all
Kazetennoù lec’hel