Dispac'h Mec'hiko

Eus Wikipedia
Mozaikenn poltriji eus ar revolución mexicana

Dispac'h Mec'hiko (Revolución mexicana en spagnoleg) zo un heuliad emsavadegoù, taolioù-stad, ha krogadoù brezel entre kostezennoù politikel, hag a c'hoarvezas en Mec'hiko entre 1910 ha 1920.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Orin an dispac'h a gaver e saviad ar vro dindan Porfirio Diaz. Hennezh a oa ar vro dindan e dreid abaoe 1876.

An darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Strakal a reas an traoù d'an 20 a viz Du 1910 gant galv Francisco I. Madero d'ar bobl d'en em sevel a-enep addilennidigezh ar jeneral Porfirio Díaz evel prezidant. Poan vras o doe an dispac'herien da gentañ, met trec'hadennoù a voe en hanternoz ha goude e korniadoù arall, e Morelos da gentañ-penn, ma edo Emiliano Zapata o stourm evit daskor an douaroù boutin preizhet gant ar berc'henned vras. A-benn ar fin e kuitaas Díaz ar galloud en Mae 1911.

Disoc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar reveulzi vec'hikan he doa degaset kalz kemmoù er gevredigezh. Da gentañ ar pennoù uhel Porfiriato o devoa kollet o galloud politikel met a oa chomet e penn an ekonomiezh. Ar renkadoù etre a oa kroget da vont e-barzh ar velestradurezh.

Eus un tu all an diforc'hioù etre bed ar maezioù ha bed ar c'hêrioù, an niver a vicherourien pe izili ar c'hlasoù etre a oa chomet damheñvel. Dispac'h Mec'hiko en devoa degaset gwelladennoù er c'hêrioù. Perc'hennerien vrasañ an douaroù war ar maez a oa aet da anneziñ e kêr evit tec'hout diouzh an dizurzhioù.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.