Ledenez Yucatán
Ledenez Yucatán zo ul ledenez e Kreizamerika, e Mec'hiko evit ar pep brasañ, er reter da strizhdouar Tehuantepec. Serriñ a ra Pleg-mor Mec'hiko er c'hreisteiz.
Rannet eo al ledenez etre teir stad e gwirionez:
- Republik Kevredadel Mec'hiko, ma kaver teir stad anezhi:
- Yucatán, Campeche, ha Quintana Roo;
- hanternoz Belize
- departamant El Petén en hanternoz Guatemala
Er c'hornog d'al ledenez emañ stadoù mec'hikan Chiapas ha Tabasco.
An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez ur vojenn e talvezfe an anv Yucatán kement ha n'ouzon ket. Dont a rafe eus an istorour Francisco López de Gómara ( 1511 – 1566), ha ne dreuzas biskoazh ar Mor Atlantel, nemet skrivañ a reas Historia general de las Indias en 1554. Ar moraer Francisco Hernández de Córdoba, emezañ, a zegouezhas e Yucatán en 1517. Goulenn a reas digant broiz petra e oa anv ar gêr dostañ, ha respontet e voe "Tectatan" en ur yezh lec'hel, hag a deuas da vezañ Yucatán e genaouioù Spagnoled.
Hervez tud all e voe meneget an anv Yucatan gant Bartolomé Colón, breur da Gristol Goulm, klevet digant broiz e 1502.