Toluca

Eus Wikipedia

Toluca, pe Toluca de Lerdo gwechall, eo kêr-benn Stad Mec'hiko (berraet alies en "Edomex", diwar Estado de México e spagnoleg) , e Republik Mec'hiko, 63 km er mervent da Kêr-Vec'hiko, a zo en Distrito Federal.

An Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv Toluca eus anv Náhuatl ar c'hornad, pa voe adanvet gant an Azteked e 1473.
Toluca de Lerdo e oa an anv kemeret e 1861 en enor da Sebastián Lerdo de Tejada, prezidant ar Republik.