Andrés Manuel López Obrador
Andrés Manuel López Obrador, ganet d'an 13 a viz Du 1953, berraet alies en AMLO, zo ur politikour mec'hikan ha prezidant ar vro. Dilennet eo bet goude dilennadegoù prezidant Mec'hiko 2018 ha kadoriet e vo d'ar 1añ a viz Kerzu 2018. Sellet a reer outañ evel ur politikour poblelour ha broadelour eus an tu kleiz. López Obrador a zo bet ur politikour penn en istor Mec'hiko abaoe 20 vloaz.
Diazez e brogram prezidant a zo stourm a-enep ar baourentez, ar mafia hag ar breinadur er vro.
Stourm a-enep an torfederezh e Mec'hiko[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pa oa e penn ar gêr-benn, Andrés Manuel López Obrador en doa klasket talañ ouzh an torfedoù hag ar feulster ramzel. Setu grafikoù savet a-ziwar sifroù ar polis. E ruz ar bloavezhioù ma oa e penn ar gêr.