Mont d’an endalc’had

Elfriede Jelinek

Eus Wikipedia
Elfriede Jelinek
Elfriede Jelinek
Elfriede Jelinek e 2004
Ganedigezh 20 a viz Here 1946
e Mürzzuschlag e Stiria (Aostria)
Yezh skrivañ alamaneg
Rumm lennegel romantoù, pezhioù-c'hoari
Oberennoù pennañ
Die Klavierspielerin, Lust, Die Kinder der Toten
Traoù ouzhpenn
Priz Nobel al Lennegezh e 2004

Lec'hienn ofisiel www.elfriedejelinek.com/


Elfriede Jelinek a zo bet ganet d’an 20 a viz Here 1946 e Mürzzuschlag e Stiria (Aostria). Ur skrivagnerez aostrian eo, tapet ganti priz Nobel al lennegezh e 2004. Disprizañ a ra he bro c’henidik. Etre 1974 ha 1991 e voe ezel eus ar strollad komunour aostrian. Alies-tre e sav tabut etrezi hag an tu dehou pellañ aostrian. Meur a wech ez eo savet a-enep d’ar strollad FPÖ ha d’an den a zo en e benn, Jörg Haider e anv. Tud eus an tu dehou pellañ a zo boas da lakaat hec’h anv (a orin tchek) da glotañ gant ar ger alamanek Dreck (“loustoni”, met ivez “ treuzfouzhet”).

Ur c’himiour tchek a orin yuzev a oa he zad. Enklaskoù war an dafar arme a reas e-kerzh an eil brezel bed. A-drugarez d’e vicher, hag a oa gwall bouezus, e teuas a-benn da chom hep bezañ lazhet gant an nazied. Plegañ a rae an tad dirak e wreg, a orin eus metoù bourc’hiz katolik. Hervez Elfriede e voe he mamm “mac’homus ha paranoiak”. Ne seblant ket Jelinek bezañ deuet a-benn d’en em zizober diouzh pouez he c’herent, ha kasoni a vag outo. Rebech a ra ouzh he zad (marvet sot en un ti evit ar re sot) bezañ bet debret gant e wreg, ha bezañ bet divarrek da wareziñ e verc’h, ar pezh a lakaas anezhi da vont a-du gant he mamm, “dindan pouez un darwinouriezh vougus”. Pa voe Jelinek pevar bloaz e voe rediet gant he mamm da chom er gêr ha da studiañ galleg, saozneg, da seniñ piano, ograoù, violoñs, fleüt hag alto. Goude bezañ studiet en ur skol-sonerezh e tivizas heuliañ kentelioù c’hoariva hag istor an arzoù e skol-veur Vienna, met daoust da se e kendalc’has gant ar sonerezh. Buan e voe dedennet gant ar sevel skridoù, ha stagañ a reas gant ar skrivañ goude bezañ aet e darempred gant strolladoù studierien. Reuz a sav bewech ma lak embann ul levr, dre ma’z eo leun hec’h oberenn a vurutuelladennoù sokial.

Un diplom sonerez ograoù a dapas e 1971. kenlabourat a reas gant ar sonaozourez aostrian Olga Neuwirth. Fellet ez eus bet dezhi ivez brudañ oberenn Arnold Schönberg, Alban Berg ha hini Anton von Webern, dre ma soñj dezhi ez int chomet re zianavezet en Aostria.. Flour eo he galleg ha he saozneg, ha tro he deus bet da dreiñ meur a bezh-c’hoari en alamaneg : re Eugène Labiche, Georges Feydeau, trajediennoù William Shakespeare pe re Christopher Marlowe. Troet he deus ivez romantoù Thomas Pynchon. Pa voe yaouank eo bet Jelinek o chom e Roma hag e Berlin. E-pad ur pennad e voe ivez o chom e Vienna hag e Munich. Bremañ e vez o chom e Vienna.

Hec’h oberenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diaes da lenn eo hec’h oberennoù : sec’h ha groñs he doare da skrivañ, hollouiziek an danevellour. Taolioù-arnod a live uhel a ra ivez a-fet implij ar yezh, tost e c’hall bezañ eus ar sonaozañ, seblantout a ra ar skrivagnerez bezañ sorc’hennet ha feuls, ha mont a ra betek penn pa fell dezhi diskouez an darempredoù nerzh a gaver er gevredigezh hag e bed ar politikerezh, hag a vez adkavet e emzalc’h an dud, dreist-holl en o darempredoù reizh hag en o zrivliadoù. Mont a ra a-enep da gevredigezh an dudi hag a zo hervezi arouezus eus ur mont en-dro diazezet war ar propaganda. Mont a ra ivez a-enep d’an helavarouriezh pornografek, rak hervezi ez eo un arouez eus trec’h ar baotred war ar merc’hed. Kemend-se a gaver ivez en he fezhioù-c’hoari, levzonet gant re Brecht : hervezi ez eo ar gomz ur benveg da lakaat an dud da asantiñ an ideologiezhioù pennañ hag a vez leurenniet ha kreñvaet gant ar media, ha dreist-holl gant ar skinwel. Lakaat a ra ivez war wel perzh douetus an intelektualed pa vezont e-tal ar galloud, evel ma tiskouez en he fezh-c’hoari Totenauberg (1991), gant tudenn Martin Heidegger. Alies-kaer e kaver e-barzh oberennoù Jelinek metaforenn ar suner-gwad, hag ivez levezon mennozhioù Hegel, Marx ha Freud, rak fellout a ra dezhi e vefe he zestennoù evel ur stourm politikel dibaouez. A-fet mennozhioù diwar-benn he bro ez eo tost eus ar pezh a soñje Karl Kraus pe Thomas Bernhard.

Meur a briz he deus degemeret, dreist-holl war dachenn ar c’hoariva. E-touez ar prizioù he deus bet e kaver prix Heinrich Böll (1986), priz Georg Büchner (1998) ha priz Heinrich Heine (2002) evit ar pezh he deus degaset d’an alamaneg. Priz Nobel al lennegezh a dapas e 2004. D’ar 7 a viz Here 2004 ec’h embannas e chomfe hep mont da gerc’hat he medalenn hag he diplom e Stockholm abalamour d’he yec’hed. Pa voe roet ar prizioù e kasas memestra ur video da drugarekaat juri ar priz Nobel. Met ne voe ket a-du holl berzhidi juri ar priz hag unan anezho, Knut Ahnlund e anv, a roas e zilez e miz Here 2005, peogwir e kave ne zelleze ket Jelinek kaout ar priz. Er gelaouenn svedat Svenska Dagbladet e lavaras e oa oebrenn Jelinek ur “rouestl diroll” ha “pornografek”, hag ivez un “emgreizennerezh daeraouus”.

E 2006 e voe Jelinek e-touez an arzourien a skoazellas Peter Handke pa c’houzañvas hemañ kontrollerezh ar Comédie-Française peogwir en doa kemeret perzh e obidoù Slobodan Milosevic. Meur a levr a zo bet savet diwar he fenn e galleg :

  • Qui a peur d’Elfriede Jelinek ? gant Mathilde Sobottkha Magali Jourdan
  • Elfriede Jelinek, une biographie, gant Yasmin Hoffmann

Hec’h oberenn vrudetañ ha gwerzhet ar muiañ eo ar Pianoouriez (Die Klavierspielerin), lakaet da film gant Michaek Haneke e 2001.

  • 1979 : Bukolit. hörroman
  • 1970 : Wir sind lockvögel baby
  • 1972 : Michael. Ein Jugendbuch für die Infantilgesellschaft
  • 1975 : Die Liebhaberinnen
  • 1981 : Die Ausgesperrten
  • 1983 : Die Klavierspielerin
  • 1985 : Oh Wildnis, oh Schutz vor ihr
  • 1989 : Lust
  • 1995 : Die Kinder der Toten
  • 2000 : Gier
  • 2007 : Neid (Privatroman)

Pezhioù-c'hoari ha pezhioù-c’hoari skingomz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1977 : Was geschah, nachdem Nora ihren Mann verlassen hatte
  • 1981 : Clara S.
  • 1985 : Burgtheater
  • 1987 : Präsident Abendwind, Krankheit oder Moderne Frauen, wie ein Stück
  • 1990 : Wolken.Heim
  • 1991 : Totenauberg
  • 1994 : Raststätte.
  • 1996 : Stecken, Stab und Stangl
  • 1998 : Ein Sportstück, Ich möchte seicht sein, Sinn: egal Körper: zwecklos, Begierde und Fahrerlaubnis, Wolken. Heim. Er nicht als er
  • 2000 : Das Lebewohl: 3 Dramen
  • 2002 : In den Alpen
  • 2003 : Das Werk, Prinzessinnendramen (Der Tod und das Mädchen I – V)
  • 2004 : Bambiland
  • 2005 : Babel
  • 2006 : Ulrike Maria Stuart, Über Tiere

Barzhonegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1967 : Lisas Schatten
  • 1982 : Die Ausgesperrten, kenskrivet ganr sevener Franz Novotny
  • 1991 : Malina diwar oberenn Ingeborg Bachmann

, kenskrivet gant ar sevener Werner Schroeter

  • 2000 : Die Blutgräfin, kenskrivet gant Ulrike Ottinger
  • 2004 : Das Werk (diwar he fezh-c'hoari), gant Nicolas Stemann
  • 2007 : Ulrike Maria Stuart (diwar he fezh-c'hoari) gant Nicolas Stemann

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]