Mont d’an endalc’had

Jörg Haider

Eus Wikipedia
Jörg Haider e 2008.

Jörg Haider (ganet d'ar 26 a viz Genver 1950 e Bad Goisern, Aostria-Uhel, marvet d'ar 11 a viz Here 2008 e Lambichl, Karintia) a oa ur politikour aostrian deus an tu dehoù pellañ. Nazied a oa e dud, ha levezonet-don eo bet Haider gant o mennozhioù politikel broadelour alamaneger ("deutschnational"). Eus 1986 betek 2000 e oa e penn an FPÖ (Freiheitliche Partei Österreichs, "Strollad ar Frankiz Aostrian"). E 2005 e krouas ur strollad nevez anvet BZÖ (Bündnis Zukunft Österreich, "Emglev evit dazont Aostria") hag e tilezas an FPÖ. E miz Mae 2006 e lezas e blas e penn ar BZÖ da bPeter Westenthaler, met adkemer a reas anezhañ e 2008.

War a seblant ne oa ket a ideologiezh eeun da Haider. Meskañ a rae elemantoù broadelour, sokialour, frankizour, pro-arabek, pro-italian, enep-slovenek hag enep-amerikan, met cheñchet en doa e savboenchoù politikel gwech ha gwech all. Sklaer eo avat e oa bet levezonet gant ideologiezh e dud hag a oa nazied penn-kil-ha-troad.

1964-1968 E-pad e amzer el lise e ya Haider e-barzh ur strollad liseidi eus an tu dehoù pellañ (an "Albia")
1971 - 2005 Ezel eus kuzul-ren an FPÖ
1976 Dilec'hiañ a ra eus e vro c'henidik (Aostria-Uhel) da gKarintia
1976 - 1983 Sekretour an FPÖ e Karintia
1979 - 1983 Kannad yaouankañ er breujoù
1982 - 13 a viz Mae 1983 Skridaozer ar gelaouenn „Kärntner Nachrichten“ ("Keleier karintian")
1986 Tagañ a ra Haider ar c'hlasoù divyezhek publik e Karintia ha mont a ra an trec'h gantañ; rannet eo ar c'hlasoù e slovenegerien hag alamanegerien a oa bet skoliet asambles er penn kentañ
1986 - 1989 Kannad e Breujoù Aostria (Nationalrat)
1983 - 1998 Lakaet e penn an FPÖ e Karintia
1992 - 1999 Kannad er breujoù adarre
1986 - 2000 Lakaet e penn an FPÖ en Aostria a-bezh
30 a viz Mae 1989 - 21 a viz Even 1991 Pennrener Karintia; kollet e garg abalamour m'en doa difennet politikerezh an nazied war dachenn ar c'hrouiñ-labour
1991 - 1999 Eil-bennrener Karintia
18 a viz Ebrel 1999 Pennrener Karintia adarre
2000 Kengevredad an FPÖ gant mirourien an ÖVP. Haider a ya da gKarintia da vat; lakaet e vez Susanne Riess-Passer e penn an FPÖ war e lerc'h
2001 Urzhiañ a ra lez-varn pennañ Aostria e vo savet panelloù divyezhek (alamanek-slovenek) e tost da 200 kumun garintian. Nac'hañ a ra Haider hen ober abalamour ma'z "eo a-enep da se al lodenn vrasañ eus alamanegierien Karintia" ha "n'o deus ar pennoù bras e Vienna gwir ebet d'hon lakaat d'ober traoù na blijont ket da boblañs Karintia" (arroudennoù ).
Meurzh 2004 Pennrener Karintia evit an 3de gwech
2005 Savet ur strollad politikel nevez (BZÖ) gantañ e kuita an FPÖ.
2006 Klask a ra Haider gounit dilennerien eus an tu dehoù pellañ evit e strollad nevez en ur zismantrañ panelloù divyezhek bet savet dija e Bleiburg/Pliberk.
2008 10,7% a ya gant ar BZÖ en dilennadegoù. Un nebeud deizioù goude e varv Jörg Haider en ur gwallzarvoud.

Kerkent ha lakaet e penn e strollad e Karintia e 1983 e krogas Haider da dagañ ar vinorelezh slovenek er vro-se en ur c'houlenn e vefe krouet klasoù evit ar skolidi sloveneger o-unan (lesanvet "klasoù ghetto" gant stourmerien evit ar sloveneg). Dont a reas a-benn da zistrujañ sistem hengounel ar skolioù divyezhek e 1986, ha rannet e voe ar c'hlasoù evel m'en doa bet goulennet. Pa voe lakaet da bennrener Karintia e 1989, e kinnigas rannañ an arc'hant skoazell roet da gevredadoù sevenadurel ar slovened ha reiñ ul lodenn anezhañ da gevredadoù an asimilanted hag a felle dezho e vefe alamanekaet ar rannvroioù slovenek.

  • Friede durch Sicherheit Freiheitliches Bildungswerk, Wien, 1992
  • Europa der Regionen Stocker, Graz: ISBN 3702006761, 1993 (Umberto Bossi, Joze Pucnik, Jörg Haider)
  • Die Freiheit, die ich meine Ullstein Verlag GmbH, Frankfurt/Main - Berlin, 1993
  • The Freedom I Mean Swan Books, New York 12567, Juli 1995
  • Befreite Zukunft jenseits von links und rechts Ibera Verlag/European University Press GmbH, Wien, 1997
  • Zu Gast bei Saddam - Im Reich des Bösen Ibera Verlag/European University Press GmbH, Wien, 2003
  • Bewegung Ibera Verlag: ISBN 3850521745, 2004


  • de:Jörg Haider (Wikipedia alamanek)
  • Brigitte Bailer-Galanda, Wolfgang Neugebauer: Haider und die Freiheitlichen in Österreich, Berlin 1997
  • Brigitte Bailer-Galanda, Wolfgang Neugebauer: Handbuch des österreichischen Rechtsextremismus, Wien 1996
  • Michael Jungwirth: Von Haider bis Le Pen - Europas Rechtspopulisten. Styria, 2002

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.