Heinrich Böll

Eus Wikipedia
Heinrich Böll
Heinrich Böll
Heinrich Böll
Ganedigezh 21 a viz Kerzu 1917
Köln, Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh Alaman
Marv 16 a viz Gouhere 1985
Kreuzau, Banniel Alamagn RKA
Yezh skrivañ Alamaneg
Enorioù Priz Georg Büchner e 1967
Priz Nobel al lennegezh e 1972

Sinadur


Heinrich Böll a oa ur skrivagner alaman ganet e Köln d'an 21 a viz Kerzu 1917 ha marvet d'ar 16 a viz Gouere 1985.

Kemer a reas perzh er Strollad 47, asambles gant Günter Grass pe Uwe Johnson.

E-touez e romantoù emañ Der Zug war pünktlich (E koulz e oa an tren) pe Die verlorene Ehre der Katharina Blum (Enor kollet Katharina Blum).

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Heinrich Böll, a oa ganet e Köln, en Alamagn. Katoliked ha peoc'hgarourien e oa e dud, ha klask a rejont diwezhatoc'h talañ ouzh lanv ar Strollad Nazi. Nac'h a reas Böll emezeliñ en Hitlerjugend er bloavezhioù 1930.

Labouret en devoa da gentañ evel levraoueger a-raok mont gant studiañ an Alamaneg e Skol-veur Köln. E 1942 e timeze gant Annemarie Cech ha ganti en devoa tri mab. Bez e voe he kenlabourerezh diazez Heinrich Böll evit sikour gant troidigezhioù eus ar Saozneg pe Saozneg ar Stadoù-Unanet etrezek an Alamaneg. Enrolet er Wehrmacht, servijet en devoa e Bro-C'hall, Roumania, Hungaria ha war Talbenn ar Reter en [[URSS]. Eno e voe gloazet pêder gwech, ha tizhet e voe gant an terzienn Tifoidek. Prizoniet e voe gant an US Army e miz Ebrel 1945 ha kaset en ur c'hamp prizonidi brezel.

Priz Nobel al lennegezh zo bet roet dezhañ e 1972.