Abdelaziz Bouteflika

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Abdelaziz Bouteflika e 2012

Abdelaziz Bouteflika (arabeg: عبد العزيز بوتفليقة‎, ʿAbd al-ʿAzīz Būtaflīqa), ganet d'an 2 a viz Meurzh 1937, zo ur politikour aljerian ha pempvet prezidant ar vro abaoe 1999. Bet e oa bet ministr an aferioù estren etre 1963 ha 1979. Fin ar brezel diabarzh aljerian a zo bet e-pad e resped, lamet e oa bet gantañ ar stad a reuziad e miz C'hwevrer 2011.

E miz Du 2012, e oa tremenet dreist Chadli Bendjedid evel prezidant ar vro a-fed padelezh. D'an 11 a viz Meurzh 2019, goude meur a vanifestadeg a-enep dezhañ e embann dre lizher ne vo ket eus ar votadeg prezidant e miz Ebrel ha ne vo ket eñ kannad en dilennadeg prezidant a vo [1].

D'ar 26 Meurzh 2019, e pad manifestadegoù meur a-enep galloud (sistem) Bouteflika, ar jeneral Ahmed Gaïd Salah, peznn uhelañ al lu aljerian, a embanne e oa poent lakaat da dalvezout mennad 102 bonreizh ar vro, a embann e c'hell bezañ skarzhet ur prezidant pa ne vez ket tu ken dezhañ ren ar vro. D'ar 27 a viz Meurzh, Ouyahia a c'houlenne gant Bouteflika da reiñ e zilez [2][3].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]