Bugaled Breizh

Eus Wikipedia
Peñse ar Bugaled Breizh e arsenailh Brest

Ar Bugaled Breizh a zo ur vag-roueder eus Loktudi, Penn-ar-Bed (karter mor ar Gelveneg). Mont a reas d'ar strad d'ar 15 a viz Genver 2004 hag ar 5 martolod a oa en he bourzh a varvas en darvoud-se.

Ar fedoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar vag-roueder-se a 24 m hirder dezhi, bet savet e chanter CBS Belz (Morbihan) e 1986, a zo aet d'ar strad a-vaez d'ar c'hKab Lizard (penn mervent Breizh-Veur) d'ar 15 a viz Genver 2004 da 12e25 UTC. Ar vag pesketa perc'hennet gant Michel Douce, paramantour hag artizan-pesketaer, he deus kaset ganti d'ar strad ar 5 martolod a oa e bourzh : Yves Gloaguen, Georges Lemétayer, Pascal Le Floch, Patrick Gloaguen, Eric Guillamet.

Displegadennoù hag enklask da heul ar peñse[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er sizhunvezhioù kentañ goude ar gwallzarvoud e oa bet kinniget meur a zisplegadenn evit ar peñse.

Tezenn ar begadenn gant ul lestr-spluj-brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mein-kañv d'ar re beuzet war vor bered Loktudi, plakenn martoloded ar vag chaluter Bugaled Breizh)

Un nebeud eurvezhioù goude ar peñse e vez embannet ur gemennadenn gant prefeti ar mor evit kelaouiñ e oa ur bleustradeg listri-spluj AFNA tro-war-dro ar zonenn beñse. Met al lestr-spluj tostañ (al lestr-spluj izelvroat Dolfjin[1] hag a zo bet kempennet evit kudennoù souezhus[2]) a oa, hervezo, 20 km alese d'an nebeutañ.

Bremañ eo tezenn ul lestr-spluj saoz eo a vez klasket ha gwir e vefe ha kement-se goude un diviz graet e miz Gouere 2010 gant lez-galv Roazhon.

Mediaoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrioù

  • Adieu Bugaled Breizh gant Yann Queffélec, embannadurioù du Rocher, Gouere 2009
  • Le Bugaled Breizh, les secrets d'états autour d'un naufrage gant Laurent Richard ha Sébastien Turay, embannadurioù First, Genver 2007, ISBN 2754002979

Kazetennoù

  • Enklask Julie Le Bolzer e-barzh Siné-Hebdo Niv. 52 eus an 2 a viz Gwengolo 2009 :
- « Disparitation du "Bugaled Breizh" : La vérité fera-t-elle surface ? »
- Les 5 membres d'équipage du Heïdi, un autre bateau de pêche qui serait arrivé avant l'Éridan sur les lieu du naufrage, ne parleront pas.

Skinwel

  • L'énigme du Bugaled Breizh, sevenet gant Serge Marie, 2005
  • Un "téléfilm du réel" a oa bet raktreset evit bezañ filmet en nevez-amzer 2007 ha skignet gant TF1, met ne ouezer ket petra 'zo bet graet.

Kanaouennoù

  • Le Bugaled Breizh, gant ar strollad Avurnav!.
  • Bugaled Breizh gant Nolwenn Korbell

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. FRANCE 3 - Bugaled Breizh, l’enquête rebondit encore - France 3 Ouest - Vue sur mer : info mer et actualité maritime
  2. CREFMPM - NAUFRAGE : La coopération internationale jugée mauvaise

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.