24 Here
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1599 : torret eo dimeziñ Marc'harid Bro-C'hall da Herri IV gant ar pab Klemañs VIII.
- 1648 : sinet eo Feur-emglev Münster ha Feur-emglev Osnabrück (dibenn Brezel Tregont Vloaz).
- 1838 : dilezel a ra Manuel Oribe e garg a brezidant Uruguay.
- 1870 : degemeret eo Dekred Crémieux.
- 1902 : kentañ dislonkadenn volkanek Santa María (Guatemala).
- 1917 : deroù Emgann Caporetto.
- 1924 : deiz kentañ prosez Gwilhoù Sezneg e Kemper.
- 1929 : Black Tuesday e Wall Street.
- 1940 : kejadenn etre ar marichal Pétain hag Adolf Hitler e ti-gar Montoire-sur-le-Loir.
- 1964 : dont a ra Zambia da vezañ dizalc'h.
- 1970 : dilennet eo Salvador Allende da brezidant Chile.
- 2015 : roet eo Priz Langleiz da Nolwenn Korbell da c'hoprañ pozioù ar c'hanaouennoù bet savet ganti a-hed he micher.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 51 : Domitianus, 11vet Impalaer roman.
- 1674 : Charles-François d'Hallencourt de Dromesnil, kont Verdun, prelad ha priñs an Impalaeriezh santel roman german.
- 1775 : Bahadur Shah II, impalaer mogol diwezhañ India.
- 1870 : Charles Bourel de la Roncière, istorour ar verdeadurezh.
- 1885 : Ernest Claes, skrivagner flandrezat.
- 1887 : Octave Lapize, marc'hhouarner gall, gounideg 8vet Tro Bro-C'hall e 1910.
- 1891 : Pierre Bertin, aktour, leurenner ha leurennaozer gall.
- 1927 : Gilbert Bécaud, aktour, kaner-sonaozer ha pianoour gall.
- 1936 : Bill Wyman, kaner-sonaozer ha soner saoz, bet soner gitar-boud ar strollad The Rolling Stones.
- 1969 : Adela Noriega.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 304 : Marcellinus, pab.
- 996 : Huon Capet, roue Bro-C'hall (987-996), diazezer riez ha tierniezh ar Gapesianed.
- 1945 : Vidkun Quisling, milour ha politikour norvegat.
- 1949 : Thomas Rowland Hughes, skrivagner kembraek.
- 1956 : Jean-Louis Chapalain, troour brezhonek.
- 1957 : Christian Dior, dilhadour gall.
- 1959 : Jean Wall, aktour ha filmaozer gall.
- 1964 : Émile Couzinet, filmaozer, produour ha saver senario gall.
- 2004 : Maaja Ranniku, meurc'hoarierez echedoù estonian.
- 2005 : Rosa Parks, stourmerez evit gwirioù ar re zu e Stadoù Unanet Amerika.
- 2015 : Maureen O'Hara, aktourez iwerzhonat.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Iliz katolik roman
- Sant Malor (pe Magloar), penitiour war Enez-Sark hag abad-eskob Dol (6vet kantved).
- Sant Marzhin Gwerzhou, diazezer abati Gwerzhou ha Durin (6vet kantved).
- Sant Seneg (pe Senoc'h), abad-diagon eus Bro-Naoned aet da Vro-Durgn (6vet kantved).
- Sant Fromont, manac'h e Bro-Redon (10vet kantved).
- Sant Anton-Mari Klaret, diazezer Urzh Kalon Dinamm Mari (ar Glaretined), katalan hag arc'heskob e Kuba (✝ 1870).