Bahadur Shah II

Eus Wikipedia
Poltred gant August Schoefft, c. 1854

Muhammad Bahâdur Shâh, anvet Bahâdur Shâh Zafar ha Bahadur Shah II ivez (24 Here 1775 - 7 Du 1862) a oa Impalaer Mogol diwezhañ India etre 1837 ha 1857.

Mab e oa da Vuhammad Akbar Shâh ha d'e bried hindouat Lalbai. 62 vloaz e oa pa voe anvet da impalaer, hag an diwezhañ eus ul lignez a impalaerien hag a rene abaoe 300 vloaz. Met evel e ziaraogerien n'en devoa ket kalz a c'halloud : gant East India Company e oant bet kemeret holl.

Evel e dad hag e dad-kozh e oa ur barzh eus Bahadur Shah. Skrivet en doa barzhonegoù en ourdoueg hag en e garg a impalaer en doa diwallet barzhed evel Mirza Ghalib pe Daagh Dehlvi. Pleustriñ a rae ar c'haerskriverezh ivez.

Distroadet e voe gant ar Saozon ha harluet da Virmania goude Emsavadeg ar Sipaied e 1857.