Noël Mamère

Eus Wikipedia

Noël Mamère, bet ganet d'ar 25 a viz Kerzu 1948 e Libourne (Departamant Gironde), a zo ur c'hazetenner, ur skrivagner, hag ur politikour gall.
Maer kêr Bègles ez eo, ha kannad dindan banniel EELV (Europa Ekologiezh-Ar Re C'hlas). E 1990 en doa krouet ar strollad Remziad ekologiezh gant Brice Lalonde. Noël Mamère a voe besprezidant Remziad ekologiezh eus 1992 da 1994 met kaset kuit e voe ha krouiñ a reas e strollad dezhañ e-unan, Convergences écologie solidarité, hag en em deuzas er Re C'hlas.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hienn ofisiel Noël Mamère