Mont d’an endalc’had

Patrik Ewen

Eus Wikipedia
Patrik Ewen
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhBro-C'hall Kemmañ
Anv-bihanPatrik Kemmañ
Anv-familhEwen Kemmañ
Deiziad ganedigezh1948 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAnnaba Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherkaner, kaner-sonaozer, muziker, marvailher Kemmañ
Tachenn laboursonerezh keltiek Kemmañ
Deroù ar prantad labour1970s Kemmañ
Tachennsonerezh folk, kanaouenn brezhon Kemmañ
Label sonerezhCoop Breizh Kemmañ
Blog ofisielhttp://patrikewen.canalblog.com Kemmañ

Patrik Ewen, ganet e 1948 ha desavet e Bône (Aljeria), zo ur c'haner, ur soner, ur c'honter hag ur fentigeller anezhañ. Evel un toullad sonerien ha kanerien all eus kornad Montroulez er bloavezhioù 1970 e oa Patrik Ewen ezel eus kevelouri Nevenoe. Setu perak en deus sonet alies gant e vignoned eus an Triad EDF dre ma oant bet e Nevenoe gantañ ivez. Kanañ a ra e brezhoneg, galleg ha saozneg. Seniñ a ra violoñs, harmonika, gitar, banjo, mandolin, akordeoñs... . Un den c'hoarzhus, dudius ha brokus eo. Gouzout a ra komz gant fent eus traoù ar vuhez hag an darvoudoù bihan pemdeziek, met ne oar ket komz kalz eus e vuhez dezhañ. Setu perak ez eo diaes kavout kalzik a draoù diwar e benn.

Ganet eo bet e 1948 e Bône (Aljeria). E 1967 en doa graet ur stummadur met gwelloc'h e oa bet dezhañ mont da v-beatnik, pe da hippie Peace and love e Danmark. E 1970 e voe diplomet evel muzulier-douar ha blenier labourioù. Dilabour e voe e-pad ur prantad hir (7 miz) ha goude en em lakaas da ganañ eilet gant e c'hitar.

E miz Here 1971 e krogas Patrik Ewen da redek e reuz evel soner gant e vignon Gérard Delahaye. Kanañ a rae sonioù iwerzhonat ha breizhat. Enrollañ a reas e bladenn gentañ e 1972, ur 45 tro, Fisherman's lassie. E 1974 e voe embannet e eil pladenn, un 33 tro, Beggin I will go (Sonioù iwerzhonat ha skosat). Kanañ a reas en ur bern kêrioù a Vreizh, Frañs, Suis hag Alamagn. E 1977 ec'h embannas e eil 33 tro, anvet Ker Ys.

Etre 1979 ha 1980 e voe aozet un abadenn anvet Celtic Tour asambles gant ar strollad Bleizi Ruz en Alamagn, Spagn, Holand ha Frañs. E 1982 evoe krouet un abadenn evit ar vugale gant Patrik Ewen anvet L'extraordinaire légende de Ronan Keradalan ha kanañ ha kinnig e ra c'hoazh an abadenn-mañ ! E 1983 e oa bet krouet gant Patrik Ewen e abadenn gentañ evit an dud gour, La charnière des deux mondes, contes fantastiques au pays de la brume asambles gant Bleizi Ruz ha seizhad bombardoù Kevrenn Roazhon.

Etre 1983 ha 1987 e kinnigas Merlin arc en ciel gant Gérard Delahaye e FR3 Breizh. E 1988 e krouas an abadenn A la lisière des trois pays et des deux monde. C'hoariet e voe muioc'h eget 1000 gwech. E 1992 e reas ur bladenn-arc'hant all anvet Berceuse pour les vieux enfants. E 1996 e voe krouet un abadenn all gant Patrik, Récits Barbares gant 3 soner. E 2003 e voe embannet pladenn-arc'hant gentañ an triad EDF, Patrik Ewen, Gérard Delahaye, Melaine Favennec, anvet Kan Tri.

E 2005 e reas un abadenn Trop homme de terre pour être marin asambles gant Alain Rouquette, c'hoarier piano, hag e 2006 e savas unan all anvet Les légendes de la mort. E 2007 e voe embannet eil pladenn-arc'hant Triad EDF Tri men.

Patrik Ewen e Kanaki e 2006.

E holl abadennoù a zo graet evit an holl arvesterien, koulz bugale ha tud gour.

  • À la lisière des trois pays et des deux mondes
  • Le trèfle et le chardon
  • Récits barbares
  • Ronan Keradalan
  • Rêve et frissons
  • Trop homme de terre pour être marin

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]