Mont d’an endalc’had

Framm keltiek Breizh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Framm keltiek Breizh
kevredad gouiziek
Tachenn obererezhioùdeskadurezh uhel Kemmañ
Deiziad krouiñ20 Her 1941 Kemmañ
Anv berrICB Kemmañ
DiazezerLeo Weisgerber Kemmañ
Merour/renerRoparz Hemon Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Sez sokialRoazhon Kemmañ
Chomlec'h19, rue de la Monnaie Kemmañ

Framm keltiek Breizh, pe Institut celtique de Bretagne diouzh e anv gallek, a oa un ensavadur sevenadurel krouet d'an 20vet a viz Here 1941 diwar atiz Leo Weisgerber, skolveuriat stag ouzh Skol-veur Marburg hag heñcher arbennigour (sonderführer) anvet gant al lu alaman evit evezhiañ ar mediaoù e Gwalarn Kornog Bro-C'hall[1]. Dilennet e voe Roparz Hemon en e benn. 200 den anavezet dre o oberiantizoù arzel ha sevenadurel o doa roet o anvioù evit kemer perzh e labourioù ar c'hevrennoù. Da get ez eas an aozadur dre ordrenañsoù goude an Dieubidigezh e 1944. N'en doa netra da welout gant Ensavadur Breizh kinniget gant Roparz Hemon evit diorenn ar brezhoneg nemetken.

Pennad en L'Ouest-Éclair eus miz Here 1941 o tisplegañ krouidigezh an aozadur.

Diouzh an darempredoù seven a veze etre Leo Weisgerber ha Roparz Hemon e voe posupl sevel ur raktres frouezhus evit an daou ouizieg hag en em anaveze a-raok ar brezel. O vezañ ma oa Leo Weisgerber ur c'helenner skol-veur ezel eus aozadurioù skiantel e vro e c'helle diskouez patrom an Deutsche Gesellschaft für Keltische Studien (Kevredigezh Bro-Alamagn evit ar studioù keltiek), ha ne oa ket posupl kemer perzh enni hep bezañ ezel eus ar Strollad Broadel ha Sokialour, strollad an Nazied.
Evit Roparz Hemon, ur seurt skol-veur e-maez Skol-Veur ar Republik a seblante ur pal da dizhout en ur vodañ ar vegenn eus ar ouizieien hag ar strolladoù sevenadurel. Hag e seblant bezañ bet un taol mat, pa teuas 200 den e-barzh ar Framm keltiek.
E-pad ar goañv 1941 e voe divizet sevel 39 c'hevrenn hag e vezo divizet ober gant 46 pelloc'h.

Rakkrouidigezh da-geñver ar Sizhun geltieg e Roazhon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar Sizhun geltieg (Roazhon, 20-25 a viz Here 1941) e voe bodet un niver bras eus pennadurezhioù ar sevenadur e Breizh ha danevelloù war meur a sujed a voe lennet. Diouzh an eskemmoù etre an arvesterien e voe divizet ma voe krouet un aozadur evit kenurzhiañ an obererezhioù sevenadurel e Breizh. D'ar sadorn 25 a viz Here, e Bod C'hoariva Roazhon e voe un emvod, kant arvester ennañ, ha divizet e vo krouet Framm keltiek Breizh. Disklêriañ a reas Roparz Hemon e oa o vont war renk evit kemer penn an aozadur da vezañ savet.

Kinnig a ran ma anv da vezañ rener ar Framm Keltiek.

War zaou boent ne fell din touellañ den ebet :

1 Gouestlet am eus va buhez d'ar stourm evit ar brezhoneg. Mar don anvet da rener ganeoc'h e vennan reiñ d'ar brezhoneg e-barzh ar Framm ul lec'h ken bras ha ma c'heller, en ur zerc'hel kont, koulskoude, eus an traoù evel m'emaint hag eus c'hoantoù reizh ar c'hallegerien hag ar pep niverusañ e meur a skourr eus hon buhez speredel.
2 Diskleriañ a ran, war an dachenn sevenadurel-strizh a zo hon hini, e eo mat kenlabourat leal gant ar pobloù a zo bremañ, dindan hon daoulagad, o stummañ Europa nevez.

Troidigezh brezhonek komzoù gallek Roparz Hemon embannet gant Arvor, niv. 75, 14 a viz Mezheven 1942.

Ne c'helle ket ar c'homzoù publik-se bezañ un intrudu hiniennel, met un dra rakjedet gant tud tost d'ar galloudoù politikel. Menegiñ an Europa nevez a oa ur seurt salud d'ar c'houzalc'herien alaman, o dileuridi azezet er renk kentañ, un nebeud anezho ofiserien al lu alaman.
Neoazh, hervez Arvor, e vije bet ur youadeg vras o tegemer goulenn ha disklêriadur Roparz Hemon a rastellas 95 diwar 107 mouezh pelloc'h.

Emvod meur kentañ e Naoned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dalc'het e voe an emvod meur kentañ e Naoned eus ar 14 betek an 17 a viz Mae 1942, kendalc'het e voe Roazhon eus ar 5 betek ar 7 a viz Mezheven. Kadoriet e voe gant ar Markiz Rejis an Estourbeillon, skoazellet gant Roparz Hemon, Frañsez Even ha Georges Jaigu.

E 2 a viz Eost 1942 e voe dalc'het e Roazhon, e sez ar Framm, 19 straed ar Moneiz, emvod kentañ kengor-merañ a dilennas e vurev : Roparz Hemon, rener (prezidant), Pêr Mokaer, eilrener (besprezidant), Yann Fouéré, sekretour, Florentin Goinard, teñzorer.
Divizout a reas ar c'hengor sevel 11 rann gant ur sturier e penn pep anezho, ha 46 kevrenn, dezho un daneveller diouzh labourioù pep anezho.

  1. Brezhoneg 1) Yezhoniezh 2) Lennegezh 3) Deskadurezh
  2. Galleg 1) Yezhoniezh 2) Lennegezh 3) Deskadurezh
  3. Arzoù-kaer 1) Livouriezh ha kizellerezh 2) Arzoù pleustrek
  4. Savouriezh ha lec'hioù heverk 1) Savouriezh 2) Keraozerezh 3) Arzoù sakr 4) Monumantoù ha lec'hioù heverk
  5. Sonerezh hag arvestoù 1) Sonerezh 2) Kanennoù ha dañsoù 3) Arvestoù
  6. Skiantoù 1) Istor 2) Ragistor ha Hendraouriezh 3) Douaroniezh 4) Tudoniezh 5) Skiantoù an Natur 6) Bevoniezh ha Mezegiezh
  7. Ekonomiezh 1) Gounezerezh 2) Kenwerzh ha Greanterezh 3) Micherioù 4) Merdeadurezh 5) Touristerezh 6) Stummadur micherel
  8. Aozadur sokial 1) Studioù sokial 2) Buhez speredel 3) Familh 4) Yaouankiz 5) Sportoù 6) Yec'hedouriezh 7) Lezennadurezh 8 Kengred
  9. Kehenterezh 1) Gwask 2) Skingomz 3) Embannerezh 4) Kelc'hioù ha Kevredigezhioù 5) Touristerezh 6) Kendalc'hioù ha Degouezhioù
  10. Teulierezh 1) Dielloù 2) Levraouegoù 3) Mirdioù 4) Diskouezadegoù

Izili pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Georges Arnoux, Octave-Louis Aubert, Gwilherm Berthou-Kerverzhiou, Yann Brikler, Frañsez Debauvais, André Dézarrois, Youenn Drezen, Fañch Elies Abeozen, Arzel Even, Frañsez Even, Yann Fouéré, Maodez Glanndour, Florentin Goinard, Andrev Gwilcher, Yves Hémar, Roger Hervé, Alan Heusaff, Job Jaffre, Frañsez Jaffrennou, Yann Kerlann, Yann-Vari Kerwerc'hez, Reun Kreston, Xavier Langleiz, Jean Langlet, Florian Le Roy, Morvan Marchal, Jean Merrien, Pêr Mokaer, Jef ar Penven, Adolphe Piriou, Yann Poupinot, Bernard Roy, Juluen Sklison, Raymond Tassel, Georges-Gustave Toudouze, Erwan Tranwouez, Jean Trécan, André Vallé

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Staget e voe an heñcherien arbennigour alaman ouzh ar Propaganda Abteilung, un servij eus gourc'hemennezh milour an alouberien. Ur gevrenn bruderezh (Propagandastaffehl a oa kreizennet e Añje gant burevioù er c'hêrioù pennañ.