Leo Weisgerber
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Alamagn |
Anv e yezh-vamm an den | Leo Weisgerber |
Anv ganedigezh | Johann Leo Weisgerber |
Anv-bihan | Leo |
Anv-familh | Weisgerber |
Deiziad ganedigezh | 25 C'hwe 1899 |
Lec'h ganedigezh | Metz |
Deiziad ar marv | 8 Eos 1985 |
Lec'h ar marv | Bonn |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Micher | yezhoniour, kelenner skol-veur, kelener pe kelennerez eilvet derezh |
Tachenn labour | yezhoniezh |
Implijer | University of Bonn, University of Marburg, Pedagogic Academy Bonn, University of Rostock |
Lec'h labour | Bonn, Rostock, Marburg |
Prizioù resevet | honorary doctor of the Catholic University of Louvain, Konrad-Duden Prize, Officer's Cross of the Order of Merit of the Federal Republic of Germany |
(Johannes) Leo Weisgerber (25 a viz C'hevrer, 1899, Metz - 8 a viz Eost, 1985, Bonn) a zo ur yezhoniour alaman ganet e Loren, un arbennigour war yezhoniezh ar yezhoù keltiek. Implijet eo bet en aozadurioù ar Stad Nazi evel sonderführer, ofiser ispisialour, e Roazhon eus 1940 da 1944.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dad a oa rener skol Sant-Visant e Metz e-lec'h ma krogas gant ar studi hag a veze graet en alamaneg en ur gêr a oa neuze en Impalaeriezh alaman. Mervel a reas e vamm pa oa pemp bloaz hag e dad pa oa pevarzek vloaz. Mont a reas da lise Metz. E 1917 ez eas da vrezeliñ da Flandrez evel soudard. Goude ar Brezel-bed kentañ ne c'hellas ket distreiñ d'e gêr c'henidik a oa deuet da vezañ gall. Mont a reas da skol-veur Bonn d'ober e studioù. Sevel a reas e dezenn doktorelezh diwar-benn ar skridoù kembraek a gont istor an haroz Peredur.
Kelenner eo bet e Skol-Veur Rostock (1927-1938). Da neuze en doe bec'h gant ar pennadurezhioù nazi pa voe divizet ganto serriñ eno ur skol gatolik a oa e vugale enni. Gras a gavas o vont kuit eus Rostock da skol-veur Marburg (1938-1942). Goude-se ez eo en-dro da hini Bonn (1942-1946), da hini Tübingen (1946-1952) ha da hini München (1952-1967). War e leve ez eas e 1967.
Goude trec'h an Nazied en Europa ez eas da Sonderfürher (penn arbennigour), ur grad e framm an NSDAP hag e voe karget eus renerezh Radio-Rennes e 1942, da lavaret eo evezhiañ ur melestradur a oa ar Wehrmacht o paeañ e c'hopridi evel pep aozadur mediaoù er broioù aloubet gantañ. Kredet e vez gant lod en deus pouezet evit ma vefe savet an emglev war doare-skrivañ ar brezhoneg e 1941. E penn ar bloaz 1944 e tistroas Leo Weisgerber da Skol-Veur Marburg hag eno e tegemeras Roparz Hemon e miz Here pa oa ar skrivagner o klask achap diouzh al luoù kevredet.
E 1936 e oe diazezet Kevredigezh alaman ar studioù keltiek (Deutsche Gesellschaft fur Keltische Studien) gant un nebeud politikourien (Werner Best ha Gerhard Von Tevenar) ha gant un nebeud arbennigourien evel Weisgerber. Enkorfet e oe ar gevredigezh e-barzh an Ahnenerbe, kevredigezh enklaskoù ha studioù renet gant Heinrich Himmler hag ar Waffen-SS. Eno e veze maget teoriennoù diboell ha dibennachoù war ar ouenn alaman hag hini o c'hendirvi kelt, p'o defe bet blev melen d'o fennoù bras er penn-kentañ an Istor.
Mennozhioù pennañ war ar yezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre forzh studiañ kudennoù degaset gant an troidigezhioù e talc'has da brouiñ e vez frammet spered an dud gant framm o yezhoù. Teorienn ar sprachliche Zwischenwelt (Gweled ar bed dre ar yezh) eo hag e heulie Teorienn ar yezhoniezh jeneral a oa bet embannet gant Ferdinand de Saussure nevez oa. Hervez Weisgerber, pep kumuniezh yezhel he deus he savboent dezhi war ar bed ha ne c'hell ket bezañ heñvel-rik ouzh re ar strolladoù-tud all.Pouezañ a rae war an troioù-lavar arbennik ha perzhel a vez kavet e pep yezh ken ez eus adsterioù disheñvel ha pa vefe kavet eztaoladurioù heñvel e div yezh. Ar c'hodoù yezh a vefe ar framm pennañ e kerz an dud evit intentiñ ar bed.
Radio-Roazhon dindan e renerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur skingomz dindan ar Stad e oa Radio-Roazhon, ur skourr da Radio-Pariz, staliet e vurevioù e-barzh Palez ar C'henwerzh e solieradurioù-nec'h an Ti-Post kreiz. Pa oa an Nazied o ren goude aloubadenn Bro-C'hall e 1940 e lakajont an arigrap war kement media a oa : kelaouennoù, skingomzioù, amsezioù kelaouiñ, tiez-embann hag all.
Gant un aozadur kreiz, anvet ar Propaganda Abteilung e veze kontrollet ha paeet ar c'hopridi. Dre gontoù al lu alaman e tremene an arc'hant.
Anvet e voe Leo Weisgerber gant Werner Best evel rener politikel ar skingomz e Roazhon e Gwengolo 1940 hag e klaskas lakaat sevel abadennoù brezhonek evel m'en doa erbedet en e levr Das Bretonentum... (Ar vreizhadelezh... 1940) ha ne oa ket anezho e Breizh betek-hen.
Eñ a zivizas goulenn digant Roparz Hemon bezañ atebek war an abadennoù-se hag ez eas da Vrest d'e gaout e miz Meurzh 1941. Dilezel a reas Roparz Hemon e labour kelenner lise e dibenn ar bloavezh-skol hag e teuas da vezañ sekretour an abadennoù brezhonek. Da gentañ e chomas gopret gant an Deskadurezh-Stad ken na voe nac'het hen ober ganti. Gant pouez Leo Weisgerber e voe diskoulmet an dra pa voe prestet Roparz Hemon d'an "aotrouniezh aloubiñ", dezhi da baeañ e c'hopr.
Roparz Hemon a lavaras evit en em zifenn e 1945 e oa bet resisaet gant Weisgerber e vije da sevel abadennoù brezhonek, hep live politikel ha prezegennoù, diwar-benn ar sevenadur brezhon, istor ha douaroniezh Breizh enno.
Hervez Reun Kreston e-unan, Leo Weisgerber, diwar c'houlenn Roparz Hemon ha Frañsez Debeauvais, a vefe deuet a-benn da sachañ eus an toull-bac'h an arzour harzet gant ar Gestapo e miz C'hwevrer 1941.
Leo Weis****, laer pe salver ar brezhoneg en ur romant savet gant Roparz Hemon?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E barzh Diamantoù Keroulaz, ur romant-polis savet war-dro 1959 gant Roparz Hemon ez eus anv eus ul Leo Weismann a glask skrapat un dro-c'houzoug gant diamantoù hag a ya da labourat er-maez eus Breizh dindan un anv faos a zo Lenoir.
Ne c'hell ket bezañ diabeg ma ra Roparz Hemon gant hanter anv-familh un den en deus darempredet stank 3 bloavezh-pad. Ha memestra evit ar c'hoari-gerioù : wei(s) = gwenn ha Lenoir= Du. Petra a glask lavaret Roparz Hemon? Ha du eo deuet da vezañ an den a oa gwenn a-raok? Pe ne oa ket ken du ha ma veze soñjet?
Tomaz Jacquet en deus klasket diskouez eo ar brezhoneg gwir pennabeg ha sujed kuzh ar romant hag e vefe an diamantoù arouez ur yezh re viret ha goude-se lakaet da vezañ frouezhusoc'h evel m'o deus klasket tud Walarn ober.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Das Bretonentum nach Raum, Zahl und Lebenskraft, 1940
- Muttersprache und Geistesbildung, 1929 (troet e japaneg, koreeg ha ruseg)
- Die Stellung der Sprache im Aufbau der Gesamtkultur, 2 levr., 1933-1934
- Die volkhaften Kräfte der Muttersprache, 1939
- Die Entdeckung der Muttersprache im europäischen Denken, 1948
- Von den Kräften der deutschen Sprache, 4 levr., 1949-1950
- Das Tor zur Muttersprache (1954)
- Sprachenrecht und europäische Einheit (1959)
- Übersetzungsfehler im Südtirol-Konflikt (1961)
- Die vier Stufen in der Erforschung der Sprachen (1963)
- Zweimal Sprache (1973).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Georges Cadiou, L'hermine et la croix gammée, Paris : Mango, 2001. ISBN 2914353065
- Kristian Hamon, Les nationalistes bretons sous l'Occupation, Plougastel : An Here, 2001. ISBN 2-86843-224-7
- Ronan Calvez, La Radio en Langue bretonne. Roparz Hemon et Pierre-Jakez Hélias : deux rêves de la Bretagne, Presses Universitaires de Rennes 2 (PUR), 2000, ISBN 2868475345
- Henri Fréville,Archives secrètes de Bretagne : 1940-1944, Rennes : Ouest-France :1985.
- Nelly Blanchard, Un agent du Reich à la rencontre des militants bretons : Leo Weisgerber, Emgleo Breiz, 2003, ISBN 978-2-86775-216-2