Henri Fréville
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Henri Fréville |
| Anv-bihan | Henri |
| Anv-familh | Fréville |
| Deiziad ganedigezh | 4 Kzu 1905 |
| Lec'h ganedigezh | Norrent-Fontes |
| Deiziad ar marv | 15 Mez 1987 |
| Lec'h ar marv | Roazhon |
| Lec'h douaridigezh | Bered ar Reter (Roazhon) |
| Bugel | Yves Fréville |
| Yezh vamm | galleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | politiker, istorour |
| Danvez-doktor | Jean Meyer |
| Lec'h labour | Pariz |
| Strollad politikel | Popular Republican Movement |
| Diellaouet gant | dielloù-departamant an Il-ha-Gwilen |
| Prizioù resevet | Officer of the French Order of Academic Palms, Marc'heg al Lejion a Enor |
Henri Fréville, ganet e Norrent-Fontes (Pas-de-Calais, Bro-C'hall) e 1905 ha marvet e Roazhon e 1987, a oa ur c'helenner war an Istor, un ezel eus ar Rezistañs, ur politikour ha skrivagner gall. Maer Roazhon e voe e-pad tost 25 bloaz, etre 1953 ha 1977.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe e Norrent-Fontes (Pas-de-Calais) d'ar 4 a viz Kerzu 1905. Tad Yves Fréville e oa (ganet e 1934), hag a oa kannad er parlamant ivez.

- Fréville hag an Emsav
Skrivet en doa bet e-leizh a levrioù istorel. Studiet en devoa an Emsav breizhek ha dreist-holl obererezhioù ar vroadelourien vreton e-pad an Eil Brezel-bed. Labouret en devoa dreist-holl diwar paperioù melestradurel milourel an Alamanted bet paket e savadur al leti Majestic.
Bez e voe pal ur gwalldaol gant an FLB, d'ar 26 a viz Eost 1975 en e di[1] War e seblant e oa liammet ar gwalldaol-se gant e skridoù war ar vroadelourien vreton.[2].
Marv hag enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas Henri Fréville d'ar 15 a viz Even 1987 e Roazhon, ha douaret e voe e Bered ar Reter.
D'an 10 a viz Mae 1993 e roas kêr Roazhon e anv da straed Krimea, adanvet straed Henri-Fréville. Ar sav metro e Roazhon (linenn A) a zo eno zo bet lakaet en e anv ivez. Ar selaouva A4 eus Roazhon 2 - Keryann zo ivez anvet dre e anv.
-
Dor degemer ar sav metro Henri Fréville e Roazhon.
-
Bez Henri Fréville e Roazhon, e bered ar Reter.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Dielloù kêr Roazhon: 60 W 2, gwalldaol a-enep ti an Ao. Henri Fréville : lizheroù, pennadoù-skrid gwask (gwalldaol ar 26 a viz Eost 1975).
- ↑ http://enenvor.fr/eeo_actu/apresW/henri_freville_un_historien_a_la_mairie_de%20_rennes.html