Felix Baumgartner
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Aostria |
| Bro sport | Aostria |
| Lealded | Aostria |
| Anv e yezh-vamm an den | Felix Baumgartner |
| Anv-bihan | Felix |
| Anv-familh | Baumgartner |
| Moranv | B.A.S.E. 502 |
| Deiziad ganedigezh | 20 Ebr 1969 |
| Lec'h ganedigezh | Salzburg |
| Deiziad ar marv | 17 Gou 2025 |
| Lec'h ar marv | Porto Sant'Elpidio |
| Doare mervel | marv dre zegouezh |
| Abeg ar marv | paragliding crash |
| Kompagnun(ez) | Mihaela Rădulescu |
| Yezh vamm | alamaneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg, saozneg |
| Micher | skydiver, milour, racing automobile driver, bokser, faragoeller |
| Tachenn labour | skydiving, air sports, BASE jumping |
| Sponsor | Red Bull GmbH |
| Sport | Boks, skydiving, Redadegoù kirri, BASE jumping |
| Prizioù resevet | Laureus World Sports Award for Action Sportsperson of the Year |
| Bet kinniget evit | Laureus World Sports Award for Action Sportsperson of the Year |
| Lec'hienn ofisiel | https://felixbaumgartner.com/ |
| Dedennet gant | space diving |
Felix Baumgartner, ganet d'an 20 a viz Ebrel 1969 e Salzburg ha marvet d'ar 17 a viz Gouere 2025 e Sant'Edilpio (Italia)[1], a oa ul lammer hag un harzlammer eus Aostria. Anavezet e oa evit bezañ gouest d'ober lammoù arvarus. Bet e oa harzlammer en arme Aostria, bet pleustret gantañ lammat war dachennoù bihan-tre.
Lamm 2012
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 14 a viz Here 2012 e voe skrivet un tamm eus istor ar skiantoù gant embregerezh « Red Bull » ha Felix Baumgartner. Anv ar gefridi a oa « Red Bull Stratos ». E bourzh ur baner gwaskreizhet staget ouzh ur bolotenn stratosferek e oa pignet Felix Baumgartner tamm-ha-tamm betek an uhelder a 38 969,4 metr[2]. Div eurvezh en doa bet ezhomm evit tizhout an uhelder-se. Gwisket en doa ur gwiskamant spas peurijinekaet akipet gant 35 kamera. Ar greizenn gontrolliñ a oa, e Roswell e Mec'hiko-Nevez, e mervent Stadoù-Unanet Amerika.
Pa oa erru tost da 39 000 metrad uhelder en doa Felix Baumgartner digoret dor e spaslestr hag e oa tostaet ouzh kantenn e baner. Kemeret en deus an amzer da saludiñ ur c’hamera a-raok lammat er goullonder.
Goude 40 segondenn en doa tremenet tizh ar son (1,24 wech), hag an tizh brasañ a voe 1 357,6[3]. 5 munutenn diwezhatoc’h en doa digoret e harz-lamm e 1 500 metrad uhelder, goude ur gouezhadenn 36 402,6 m[4], ha tamm-ha-tamm en doa gwelet an douar o tostaat.
Setu-eñ an den kentañ da vezañ tremenet tizh ar son hep ur mekanik bennak a-drugarez d’ul lamm libr hepken. 5 bloaz e oa bet o prientiñ al lamm-se. Ar rekord kozh dre harz-lamm a oa bet tapet gant Joe Kittinger e 1960 p’en doa lammet eus 31 333 metr. D'ar 24 a viz Here 2014 e voe freuzet rekord al lamm uhelañ gant an Amerikan Alan Eustace gant 135 908 troatad (41.425 km) met hemañ ned eas ket ken buan.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) L'Autrichien Felix Baumgartner, auteur du saut historique à 39 km d'altitude en 2012, est mort, RFI, 17/07/2025)
- ↑ Gwiriekaet gant ar C'hevredad Aerlestrerezh Etrebroadel e miz C'hwevrer 2013.
- ↑ Idem.
- ↑ Idem.
