Orne (stêr)
Neuz
Orne
| |
|---|---|
| Statud | Stêr |
| Hirder | 170 km |
| Uhelder an eienenn | 190 m |
| Kas keitat | 27,5 m³/s |
| Gorread an diazad | 2 932 km² |
| Bro(ioù) douret | Orne |
| Diazad stêrioù | Orne |
| En em daol e | Ouistreham |
| Ledander er genoù | 350 |
| Andon | Aunou-sur-Orne |
| Adstêrioù | Kleiz : Rouvre, Noireau, Odon Dehoù : Don, Ure, Laize |
An Orne zo ur stêr e Normandi, e Bro-C'hall. An eil stêr hirañ e Normandi eo war-lerc'h ar Seine.
An departamant gall Orne zo bet anvet diwarni.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Ptolemaios e oa skrivet Olina, ar pezh a zo reizh koulz e-keñver ar wrizienn c'halianek *olina "ilin" ha stumm red ar stêr en he fezh.

Red
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eienañ a ra en Aunou-sur-Orne (Orne), treuziñ a ra an departamant Calvados ma tremen dre Gaen a-raok mont d'en em deurel e Mor Breizh.
- An Orne e Putanges-Pont-Écrepin
- An Orne en Caen
- Gwernioù aber an Orne e Sallenelles