Southampton
Evit implijoù all, gwelet Southampton (disheñvelout).


Southampton (distaget [saʊθˈhæmptən] e saozneg) zo ur gêr vras eus kontelezh Hampshire, en arvor kreisteiz Bro-Saoz. Emañ war-hed 120 km diouzh Londrez ha 30 km diouzh Portsmouth.
Tost emañ Southampton da dolead New Forest ha ur porzh bras eo. Emañ e goueled ur pleg-mor anvet Southampton Water. Eus ar porzh-se e loc’has ar lestr Titanic e 1912, a-raok mont d'ar strad nepell diouzh an Douar-Nevez.
Emañ kêr Southampton (Southampton City) e-kreiz un tolpad-kêrioù lesanvet Solent City, hag ennañ kêrioù evel Gosport, Fareham, Havant, Eastleigh, Portsmouth ha Southampton. Er gêr hec'h-unan ez eus 239 700 a annezidi (e 2010). En tolpad-kêrioù ez eus ouzhpenn ur milion a annezidi ha gant-se ez eo unan eus toleadoù pobletañ Breizh-Veur. "Sotonian" a reer eus tud Southampton, diwar an anv "So'ton" pe "Soton", ur berradur skrivet a gaver a-wechoù e-lec'h "Southampton"[1]
Dre ma oa ur porzh a bouez e voe bombezet Southampton meur a wech e-pad an Eil Brezel-bed ha distrujet e voe ul lodenn vras anezhi.
Brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Soutampton a vez graet eus kêr el levr An Tornaod gant Paotr Juluen (anv-pluenn an abad Juluen Sklison)[2].
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Visit Southampton, Famous Sotonians
- ↑ Paotr Juluen (Gour-na-gil), An Tornaod, Mouladuriou Arvor, Gwengamp, 1935, p.13.
