RMS Titanic

Eus Wikipedia
O kuitaat Southampton d'an 10 a viz Ebrel 1912

An RMS Titanic a oa ur mell batimant mordreizher hag a yeas d'ar strad d’ar 15 a viz Ebrel 1912 en donvor d'an Douar-Nevez e-kerzh he beaj kentañ. Ar beñseadenn vrudetañ eus an Istor eo.

Etre 1909 ha 1912 e voe savet an Titanic er chanter Harland & Wolff e Béal Feirste (Norzhiwerzhon), evit ar gompagnunezh White Star Line.
Ur gwir lestr a-stroñs e oa evit e amzer : 269,1 m e hirder : 28,2 m a ledander ; 7 pont ; 892 implijad. Gouest e oa da zegemer 2 435 a dreizhidi.

D'an 10 a viz Ebrel 1912 e kuitaas Southampton war-du New York. Pevar devezh diwezhatoc'h e stokas ouzh un isberg p'edo 600 km er Su d'an Douar-Nevez ; war-dro 1 500 den a voe kollet ha 700 bennak a saveteas o buhez. Antronoz e sankas al lestr meur.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]