Mont d’an endalc’had

Eil dispac'h saoz

Eus Wikipedia
Eil dispac'h saoz
Taol-stad, dispac'h
Den heverkWilliam III Kemmañ
StadRouantelezh Saoz Kemmañ
Lec'hBritish Isles Kemmañ
Deiziad1688 Kemmañ
Deiziad kregiñ28 Kzu 1688 Kemmañ
Deiziad echuiñ1689 Kemmañ

Gant an Eil dispac'h saoz (1688 - 1689), pe The Glorious Revolution e saozneg, e voe diskaret ar roue saoz Jakez II e miz Du 1688. Kemeret e oa bet e blas gant e verc'h Mari II hag he gwaz a orin izelvroeek, niz Jakez, Willem Hendrik van Oranje. An daou a oa bet o ren ar vro evel kenrenerien eus Bro-Saoz, Bro-Skos, hag Iwerzhon betek marv Mari e 1694, ha troet e oa neuze William d'ur roue e-unan. Ar Jacobitouriezh, ul luskad politikel hag a oa o klask adkadoriañ Jakez pe e ziskennidi eus an Tierniezh Stuart, a oa kendalc'het betek fin an XVIIIvet kantved. Evit lod istorourien, e oa bet an aloubadeg ziwezhañ eus Bro-Saoz.

En desped da vezañ katolik, Jakez a oa bet kurunet e miz C'hwevrer 1685 gant harp an darn eus katoliked Iwerzhon ha betek an darn eus ar brotestanted eus Bro-Saoz ha Bro-Skos. Siwazh e zoareoù d'ober politikel a oa bet o terriñ goustadik al luskoù harpañ hag en devoa bet e-penn kentañ.