Mont d’an endalc’had

Tour-tan Enez Werc'h

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tour-tan Enez-Werc'h)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Tour-tan Enez-Werc'h
Map
Lec’hEnez-Werc'h, Enez-Werc'h, Plougerne, Frañs Edit this at Wikidata
Daveennoù lec'hiañ48° 38′ 20″ N 4° 34′ 01″ W / 48.6389, -4.5669
Tour
Savet1 Meurzh 1902 Edit this on Wikidata
DafarGreunvaen Edit this on Wikidata
Emgefreekaet2010, 2002 Edit this on Wikidata
Uhelder82,5 metr Edit this on Wikidata
Uhelder diwar live ar mor84,75 metr Edit this on Wikidata
Statud gladelmonumant istorel rummet Edit this on Wikidata
Gouloù
Enaouet evit ar wech kentañ1 Meurzh 1902 Edit this on Wikidata
Uhelder fokalenn77 metr Edit this on Wikidata
Diraez27 mil-mor Edit this on Wikidata
Doareenn ar sinalFl W 5s Edit this on Wikidata

Tour-tan Enez-Werc'h zo un tour-tan savet war Enez Werc'h dirak aod Lilia, e Plougerne.

Daou dour-tan zo e gwirionez war an enezennig. Unan a oa bet savet e 1845, dezhañ 33 metr uhelder, a oa bet en implij en XIXvet kantved. Unan all a voe savet etre 1896 ha 1902, hag enaouet e oa bet d'ar 1añ a viz Meurzh 1902. Uhelañ tour-tan Europa eo, gant un uhelder a 82,5 metr[1] hag an hini uhelañ er bed e-touez an tourioù-tan savet gant mein-benerezh. Gwelet e vez e c'houloù war-hed 50 km tro-war-dro. Stumm ur granenn a zo dezhañ en diavaez. Evit mont betek al lein ez eus 397 a bazennoù. Gweladenniñ anezhañ a c'haller ; evit se e ranker mont da Enez Werc'h gant ur vag, nemet e c'haller mont war droad eus an douar-bras d'an enezenn pa vez reverzhi vras.

Tredanaet e oa bet e 1956. Ur gward a oa betek an 29 a viz Here 2010. Abaoe ez eo renet a-bell, en un doare emgefre, eus tour-tan ar C'hreac'h en enez Eusa.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.