Tour-tan Enez Werc'h
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Lec’h | Enez-Werc'h, Enez-Werc'h, Plougerne, Frañs |
---|---|
Daveennoù lec'hiañ | |
Tour | |
Savet | 1 Meurzh 1902 |
Dafar | Greunvaen |
Emgefreekaet | 2010, 2002 |
Uhelder | 82,5 metr |
Uhelder diwar live ar mor | 84,75 metr |
Statud gladel | monumant istorel rummet |
Gouloù | |
Enaouet evit ar wech kentañ | 1 Meurzh 1902 |
Uhelder fokalenn | 77 metr |
Diraez | 27 mil-mor |
Doareenn ar sinal | Fl W 5s |
Tour-tan Enez-Werc'h zo un tour-tan savet war Enez Werc'h dirak aod Lilia, e Plougerne.
Daou dour-tan zo e gwirionez war an enezennig. Unan a oa bet savet e 1845, dezhañ 33 metr uhelder, a oa bet en implij en XIXvet kantved. Unan all a voe savet etre 1896 ha 1902, hag enaouet e oa bet d'ar 1añ a viz Meurzh 1902. Uhelañ tour-tan Europa eo, gant un uhelder a 82,5 metr[1] hag an hini uhelañ er bed e-touez an tourioù-tan savet gant mein-benerezh. Gwelet e vez e c'houloù war-hed 50 km tro-war-dro. Stumm ur granenn a zo dezhañ en diavaez. Evit mont betek al lein ez eus 397 a bazennoù. Gweladenniñ anezhañ a c'haller ; evit se e ranker mont da Enez Werc'h gant ur vag, nemet e c'haller mont war droad eus an douar-bras d'an enezenn pa vez reverzhi vras.
Tredanaet e oa bet e 1956. Ur gward a oa betek an 29 a viz Here 2010. Abaoe ez eo renet a-bell, en un doare emgefre, eus tour-tan ar C'hreac'h en enez Eusa.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn Bro an Aberioù
- Lec’hienn an Direction interrégionale Mer du Nord Atlantique Manche Ouest – tour-tan Enez Werc'h
- Skeudennoù eus tour-tan Enez Werc'h