Sark
Sark (saozneg: Sark; galleg: Sercq; sarkeg: Sèr) a zo un enezenn e Mor Breizh. Emañ e-touez an Inizi Angl-ha-Normand.
550 den a oa o chom en enez vihan-mañ e 2002, 5.5 km² dezhi.
Difennet eo ouzh ar c’hirri.
Traktourien ha marc’hoù-houarn a vez implijet gant an dud.
Parlamant an enezenn zo ennañ 52 ezel.
Tremen d'an demokratelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregiñ a reas Sark da zisavelañ e reizhiad gladdalc'hel d'ar 4 a viz Gouere 2007 evit mont diouzh Kendivizad Europa war Gwirioù Mab-den. Ret eo lâret eo deuet ar vreudeur Sir David ha Sir Frederick Barclay, pec'henned pinvidik-mor an Daily Telegraph, da vezañ perc'henned nevez an enezennig Brecqhou (prenet 2,3 million a lurioù e 1993)[1] hag ar reizhiad gladdalc'hel ne glotfe ket a-feson gant o aferioù.
Al lod brasañ eus ar vodadenn a c'hall bezañ dilennet e 2009[2] Izili breujoù an enez a savas a-du evit ur gambr gant 30 ezel, en o zouez 28 dilennet. Asantet e voe d'ar c'hempenadur lezenniñ d'an 9 a viz Ebrel 2008 gant ar C'huzul Prevez[3] An dilennadegoù kentañ zo bet e miz Kerzu 2008 hag ar gambr nevez en em vodas e miz Genver 2009[4],[5],[6].
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 6 a viz Mezheven 1919 e voe embannet al lodenn gentañ eus ar romant polis L'Île aux trente cercueils gant Maurice Leblanc er gazetenn c'hallek Le Journal. Ennañ e c'haller gwelout un dresadenn eus an enezenn faltaziek « Sarek » hag a denn kalz da hini Sark, ur wech eilpennet.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ After 450 years, feudal outpost votes for democracy, pellskrid Associated Press reprise dans USA Today, [1].
- ↑ Democratic Revolution, The Economist, 14 Gouere – 20 Gouere, 2007
- ↑ Sark democracy plans are approved, BBC News Online, 9 Ebrel 2008
- ↑ A Revolution Not Televised, Time.com, 17 Genver, 2008
- ↑ After 443 years, Sark gets democracy, The Bugle, Episode 13, January 2008.
- ↑ Sark agrees switch to democracy, BBC News Online, 22 C'hwevrer 2008
Inizi Angl-ha-Norman | |
---|---|
Beliezh Jerzenez : Jèrri · L's Êcrého · Les Mîntchièrs · Les Pièrres dé Lé · Les Dithouïl'yes | |
Beliezh Gwernenez : Guernési · Aoeur'gny · Haerme · Sèr · Brecqhou · Burhou · Les Casquets · Jétho · Lihou · Crevichon · Les Houmets |