Ar Vuhez Kristen

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Arabat kemmeskañ ar gelaouenn-mañ gant Kannad ar Vuhez Kristen (1945-1946).
Sant Fransez a Asiz, mignon ar vugale, ul levr embannet gant Ar Vuhez Kristen e 1941

Ar Vuhez Kristen a oa ur gelaouenn gatolik e brezhoneg, embannet adalek 1926 ha betek 1944.

Embannet e veze gant Trede Urzh Sant Frañsez ha renet gant an Tad Medar (Jakez Dourmab), kabusin e Rosko, hag a skrive kalz pennadoù enni. Embannet e voe ar gelaouenn en Oriant da gentañ (moullet gant ar Bayon) hag e Rosko goude, adalek miz Eost 1937. Niverenn Mezheven-Gouere 1944 e voe an niverenn ziwezhañ.

Relijiel e oa danvez ar gelaouenn, gant pennadoù diwar-benn kelennadurezh an Iliz katolik, diwar-benn ar misionoù, buhez ar familhoù... Ur wech bennak e oa anv eus politikerezh ivez, evel da skouer e miz Genver 1937, pa lenner "Perak n'hellomp ket ni katoliked beza komunist". Pe c'hoazh ar pennad goapaus, "Baradoz ar gomunisted, pe eun droig vale e bro ar bara, ar peoc'h hag al liberte", embannet e mizioù Meurzh hag Ebrel 1937 ha sinet "Petromik" (unan eus anvioù-pluenn an Tad Medar), ha ma reer anv eus levrioù embannet gant Walter Citrine hag André Gide, bet o-daou o veajiñ en Unvaniezh Soviedel.

Embannet e veze ar gelaouenn en ur stumm gwenedek ivez, gant an titl Er Vuhé Kristén.

Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn ar gelaouenn e voe embannet un toullad levrioù gant Ar Vuhez Kristen ivez, evel da skouer, er bloavezhioù 1940 :

  • Sant Fransez a Aziz, mignon ar vugale, gant "Breur Melar" (Tad Medar) (1941)
  • Levrig-dorn Trede Urz Sant-Fransez a Asiz (1941)
  • Sant Fransez a Asiz, gant an Tad Eujen (1942)
  • Prezegennou war Drede Urz S. Fransez a Asiz (he natur, he salvoudegez) (1943)
  • Fâtima !!, gant an Tad Medar (1943)
  • Diwar c'hoarzin, gant an Tad Medar (1945)
  • Ar grasou pe ar pedennou evit ar re varo, gant Yeun ar Go (1945)
  • Bleuniou Sant Fransez a Asiz, gant an Tad Eujen (1945)
  • Buhez skeudennet Sant Fransez a Asiz, gant an Tad Eujen (1947)


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]