Jean Tricoire
Jean Clément Anatole Tricoire, bet ganet e Saint-Martin-des-Noyers (Vendée) d’an 28 a viz Genver 1921 ha marvet e Kastell-Briant d’ar 17 a viz Meurzh 1994, a oa ur mezeg arbennigour hag a savas un hentenn da zeskiñ brezhoneg. Prezidant ar Fondation culturelle bretonne - Emgleo Breiz eo bet.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Naoned e reas e studioù mezegiezh hag e soutenas un dezenn war an analadouriezh. Mont a reas da vezeg arbennigour e Kastell-Briant. Dimeziñ a reas e 1946 da Germaine Yvonne Allenou, eus Groñvel. Pa ne ouie ket galleg e vamm-gaer e grogas Jean Tricoire da zeskiñ brezhoneg e 1948 digant e bried. Dre forzh klask un doare poellek da zeskiñ e kavas tu da sevel ha da embann hentennoù-deskiñ. Klask a reas kinnig un doare evit klevout skouerioù frazennoù distaget gant brezhonegerien a-vihanik, ha gwelloc'h e kave dezhañ kinnig skouerioù o tont eus Kreiz Breizh.
E 1963 e asantas mont da brezidant Emgleo Breiz war-lerc'h Loeiz Dujardin (a oa ur mezeg ivez) hag e kenlabouras a-dost gant ar sekretour-meur, François Morvannou. Perzh a gemeras en Al Leur Nevez. Dastum a reas ivez danvez gallaoueg pobl eus korn-bro Kastell-Briant.
Mervel a reas e pennospital Kastell-Briant e deroù 1994 diwar un hir a gleñved a lakae anezhañ seizet.
Saver hentenn Tricoire
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar ar c'haieroù en doe savet evit lakaat an dud da zeskiñ brezhoneg e tennas ur méthode Tricoire, div levrenn dezhi, a lakaas embann diwar e goust e 1955. Pelloc'h a voe adembannet hag ur blasenn staget outi dindan embannadurioù Emgleo Breiz (1963, 1970, 1983, 1991)[1]. En ur reizhskrivadur skolveuriek e voe savet, war-bouez an hini ziwezhañ.
Koulz hag an hentennoù-deskiñ savet gant Visant Seite a voe berroc'h ha graet evit an deraouidi, levrioù-deskiñ Jean Tricoire, asambles gant ar pladennoù, a voe implijet kalz e rouedadoù Emgleo Breiz kentelioù noz, deskadurezh dre lizher, kelc'hioù keltiek) e-pad hanter diwezhañ ar XXvet kantved.
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Resevet en deus Kolier an Erminig e 1993 e Dinan.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Les Processus de guérison des cavernes pulmonaires tuberculeuses, guérison des cavernes chirurgicalement ouvertes..., Paris, G. Doin, 1946, 175 p. [1829]. Tezenn vezegiezh.
- Komzom, lennom, ha skrivom brezoneg ou le Breton par le disque... , 2e édition..1, 2e édition augmentée d'exercices, d'inter-chapitres et d'un supplément... Illustration de Jean Trotreau.
- Komzom, lennom ha skrivom brezoneg.
- Kentañ lodenn, Emgleo Breiz, Roazhon, 1955. Adembannet e 1970 (e Brest, Presse libérale du Finistère) ha 1983 (diwezhañ embannadur).
- Eil lodenn, 1963. Emgleo Breiz.
- Me a gomzo brezoneg. Trede lodenn. 1990. Ne oa ket bet embannet gant Emgleo Breiz, marteze peogwir ne oa ket skrivet e falc'huneg, met er [etrerannyezhel a oa bet kinniget e-kerzh bodadegoù er bloavezhioù 1972-76 (braw, assurañs, passianted, poent eo, ur c'hamarad, n'eus ket awalc'h).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Armand Keravel, Jean Tricoire, e Brud Nevez, niv. 174, Ebrel 1994.
- Frañsez Morvannou, An Dr Tricoire, e Brud Nevez, niv. 174, Ebrel 1994.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Bloavezhioù meneget gant Armand Keravel er pennad kañv.