Fañch Morvannou
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Fañch Morvannou |
Anv ganedigezh | François Morvannou |
Anv-bihan | Fañch, François |
Anv-familh | Morvannou |
Deiziad ganedigezh | 20 Du 1931 |
Lec'h ganedigezh | Kloastr-Pleiben |
Deiziad ar marv | 6 Mae 2019 |
Lec'h ar marv | Brest |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | yezhoniour |
Implijer | skol-veur Breizh-Izel |
Bet war ar studi e | Skol-veur Breizh-Uhel |
Rener tezenn | Léon Fleuriot |
Ezel eus | Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek, Ar Falz |
Fañch Morvannoù (Kloastr-Pleiben, 20 a viz Du 1931 - Brest, 6 a viz Mae 2019)[1] zo bet kelenner war ar brezhoneg, troour, kazetenner ha buruteller lennegezh brezhonek a-raok mont war e leve e 1998. Klask a reas gant e vignoned adkempenn skritur ar brezhoneg e-kerzh ar bloavezhioù 1970.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa bet Fañch Morvannou, François Morvannou en ti-kêr ha Yann Glevareg e anv-pluenn, er C'hloastr-Pleiben d'an 20 a viz Du 1931. Tremenet e vugaleaj eno, divizet en devoa e dad mont da Rouan da chom. Marvet e oa e dad eno, setu perak e tistroas d'ar vro, da Goloreg. Evel holl baotred ur familh baour ha kristen e reas e studioù er c’hloerdi.
Skolaer ha kelenner e voe da c’houde e Skol-veur Breizh-Izel e Brest, ha kroget da skrivañ pennadoù kazetennerezh evit ar gelaouenn Skol Vreizh. Mat-tre e teue ar brezhoneg gantañ, lavaret e vez anezhañ e oa ur skouer war al lennegezh hag ar gomz. Evit pezh a sell ouzh e vuhez skrivagner, ez eo bet rener Pobl Vreizh, met goude, ez eo aet ar gazetenn da get tamm-ha-tamm. E barr e vrud e oa etre 1972 ha 1982. Ober a rae prezegennoù ha studiadennoù war sevenadur Breizh ha war ar speredelezh. Komzet en deus er skinwel hag er skingomz diwar-benn e ouizhiegezhioù relijiel.
Bet eo rener ar gelaouenn Planedenn adalek nevezamzer 1986[2].
Kelenner eo bet e Skol-Veur Brest betek 1998, pa 'z eas war e leve. E Brest edo o chom.
Mennozhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c’hoant da skrivañ zo deuet dezhañ a-fed ar stourm evit hor yezh. Estreget ur stourm evit ar yezh e oa, evit ur brezhoneg unvan e pep korn eus ar vro en deus labouret, hag evit se ez eus bet tabutoù a bep seurt en-dro dezhañ. Klasket en deus skrivañ ar brezhoneg e doare da c'hellout mirout ar rannyezhoù war un dro. Difenn a rae un doare-skrivañ, an etrerannyezheg, ha krediñ a rae dezhañ unvaniñ an holl gwitibunan en-dro d'ar reizhskrivadur-se, an dud a skrive e peurunvan, e gwenedeg hag e skolveurieg. Disoc'hañ a reas an emvodoù-se war ur c'hwitadenn war vete nebeud hag aet eo pep hini diouzh e du en-dro.
A-hervez e vije bet c'hwitet war an emglev abalamour ma oa bet embannet an hentenn Assimil en doare skrivañ nevez-se a-raok ma vefe bet roet o asant da vat gant lod eus ar re a gemere perzh en divizoù. Ne van ken nemet un nebeud a dud feal d'an etrerannyezheg (penngerioù geriadur kentañ Frañsez Favereau, da skouer a zo e tri doare-skrivañ), rak emañ ar peurunvan o tont da vezañ skritur ar brasañ niver.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Le breton sans peine, Assimil, 1975
- Initiation au breton sans peine, Assimil, 1980
- Le Breton, la jeunesse d’une vieille langue, Presses Populaires de Bretagne, 1980, (e galleg)
- Mikêl An Nobletz (gant Job an Irien ha Yves-Pascal Castel), Minihi Levenez, 2002
- Saint Guénaël, Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK), Brest, 1997
- Kanennoù ar feiz, Bretagne, Les chants de la foi, Éditions du Layeur/Notre histoire (Levr ha pladenn), 1998
- O klask roudoù Armand Robin, ti-embann Armorica, 2001 (embannet da gentañ e Plandedenn 9-10, e 1982)
- Julien Maunoir : Missionnaire en Bretagne, levrenn 1, 1606-1648, Brest, 2010 ; levrenn 2, 1649-1683, Brest, 2012
- Traduire en breton. Treiñ e brezhoneg, kinniget gant Ronan Calvez, Montroulez, Skol Vreizh, 2011.
Troidigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An Utopia, Thomas More (diwar al latin), embannet e Planedenn Nnn 31-32-33, nevezamzer 1991
- Ar Roc’h Toull, Jakez Kerrien (rakskrid ha troidigezh e galleg), Armorica, 2000, 119 p. (ISBN 978-2-914398-00-8).
- Le bienheureux Julien Maunoir, missionnaire en Bretagne. Journal latin des missions. 1631-1650 (troidigezh e galleg diwar al latin, ha kinnig), Kemper, Société archéologique du Finistère, 2020, 387 p. (ISBN 978-2-906790-22-3)
Pennadoù kelaouennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hor Yezh
- Planedenn
- Pobl Vreizh/Le Peuple Breton
- Skol Vreizh
- Al Liamm
- Brud Nevez
- Ar Falz
- Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK) Brest
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- KOSTIOU Jeremi, Fañch Morvannou, ur vuhez evit Breizh hag ar feiz, e-barzh Le Peuple Breton/Pobl Vreizh, miz Even 2019, niv. 665, pp. 20–21.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Eskopti Kemper
- ↑ Planedenn 28-29, hañv-diskar-amzer 1986.