Thomas More
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Saoz |
| Anv e yezh-vamm an den | Thomas More |
| Anv ganedigezh | Thomas More |
| Anv-bihan | Thomas |
| Anv-familh | More |
| Deiziad ganedigezh | 7 C'hwe 1478 |
| Lec'h ganedigezh | Londrez |
| Deiziad ar marv | 6 Gou 1535 |
| Lec'h ar marv | Tower Hill |
| Doare mervel | kastiz ar marv |
| Abeg ar marv | dibennañ |
| Lec'h douaridigezh | Church of St Peter ad Vincula, Tower Hamlets, St. Dunstan's, Canterbury, Chelsea Old Church |
| Tad | John More |
| Mamm | Agnes Graunger |
| Breur pe c'hoar | Elizabeth More |
| Pried | Jane More, Alice More |
| Bugel | Margaret Roper, Elizabeth Dauncey, Cecily Heron, John More II, Margaret Clement |
| Kar | Edward More |
| Den heverk | Guillaume Budé, Desiderius Erasmus, Juan Luis Vives |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, latin, henc'hresianeg, italianeg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg, latin, Neo-Latin |
| Lec'h bac'hañ | Tower Hill |
| Bet war ar studi e | Lincoln's Inn, Magdalen College School |
| Honorific prefix | The Right Honourable |
| Lec'h labour | Londrez |
| Relijion pe kredenn | Iliz katolik roman |
| Urzh relijiel | Third Order of Saint Francis |
| Stad ar c'hanonizasion | sant katolik |
| Gouel | 22 Mezheven, 6 Gouere |
| Tachenn ar sant pe doue | Politikerezh |
| Oberenn heverk | Utopia, Responsio ad Lutherum, Dialogue of Comfort against Tribulation |
| Oberennoù zo en dastumad | Archives nationales |
| Ideologiezh politikel | Humanouriezh |
| Tachenn | flemmskrid |
| Deskrivet dre | Sir Thomas More and his Daughter, Sir Thomas More (1487-1535) (after Holbein the younger) |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |

Thomas More, Thomas Morus e anv latinaet, (Londrez, 7 a viz C'hwevrer 1478 – 6 a viz Gouere 1535), a oa un alvokad, ur politiker, ur prederour, ur skrivagner hag un denelour saoz a oa troet a-enep doareoù ha soñjoù ar roue Herri VIII Bro-Saoz. En abeg da se e voe lakaet d’ar marv gant hemañ e 1535. Pevar c'hantvedad diwezhatoc'h e voe santelaet gant an Iliz katolik roman.
Tost-tre da zenelourien all evel Erasmus a Rotterdam e oa Thomas More. Er bloaz 1499 ez eas da lean gant ar Chartrouzed. Pevar bloaz goude e nac’has doujañ d’e le a vanac’h, da c’hallout mont da gannad e Parlamant Bro-Saoz e 1504. Enebiñ a reas ouzh ar roue Herri VII Bro-Saoz ; hemañ er redias da zilezel e garg a gannad.
Pa varvas ar roue kozh e 1509 e tistroas Thomas More d’ober politikerezh. Dre ma oa erru mat gant ar roue nevez Herri VIII ec’h eas da guzulier dezhañ, da vouezh-aotreet Kambr ar C'humunioù pelloc'h, ha da gañseller ar rouantelezh e 1529.
Troc'het e voe red-vuhez Thomas More pa nac’has sentiñ ouzh kemennadenn Herri VIII, pa c’hoantae hemañ terriñ e zimeziñ gant Catalina Aragón. E gredennoù relijiel eo a harze ouzh More da vont a-enep urzhioù ar pab Klemañs VII. E 1532 e roas e zilez diouzh e labour a gañseller, hag e tilezas ar bed politikel. Toullbac’het e voe e 1534, ha dibennet e voe d’ar 7 a viz Gouere 1535.
Gwenvidikaet e voe d'an 29 a viz Kerzu 1886 gant ar pab Leon XIII, hag anvet da sant gant ar pab Pi XI d'an 19 a viz Mae 1935.
Skrivet en deus Thomas More, e latin, ur romant politikel brudet, Utopia (Leuven, 1516 evit ar skrid orin, ha Londrez, 1551 e saozneg). Gant Fañch Morvannou eo bet lakaet e brezhoneg hag embannet gant ar gelaouenn Planedenn kent dont er-maez e stumm ul levr e ti Skol Vreizh[1].