Mont d’an endalc’had

Glaoda Millour

Eus Wikipedia

Glaoda Millour (1922-28 a viz Genver 2014) a oa ur milvezeg hag un emsaver breizhat.

E 1946, evit e zoktorelezh dibenn studi e savas ur c'hounskrid anvet « Les saints guérisseurs et protecteurs de bétail en Bretagne ». Embannet e voe e labour gant Skol Vreizh, dindan an titl « Les saints vétérinaires de Bretagne » e 1990. Frouezh un enklask renet er bloavezhioù 1940 e oa e labour kentañ, ha nevesaet e voe un tamm evit embannadur Skol Vreizh.

Labourat a reas evel milvezeg (medisin-loened) e Rostrenenn, Sizun ha Montroulez, ma chomas betek fin e vuhez. Ur stourmer evit Breizh hag evit ar brezhoneg e voe a-hed an amzer : e deroù 1946 en em gavas e-touez ar strollad tud yaouank a grouas, e Pariz, ar gelaouenn Al Liamm, gant Andrev Latimier, Pêr ar Bihan ha re all. Ezel eus Ar Falz e voe ivez, adalek 1946. Betek fin e vuhez e voe oberiant evit ar brezhoneg, e Montroulez, e-barzh meur a aozadur, evel Kelc'h Sevenadurel Brezhoneg Montroulez, KLT, poellgor gevelliñ Montroulez-Truru... A-du gant an esperanteg e oa ivez.

Ur stourmer politikel e voe c’hoazh, er PSU : er bloavezhoù 1970 e voe kuzulier-kêr e Montroulez, gant ar maer sokialour Jean-Jacques Cléac'h.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) « Les saints vétérinaires de Bretagne », Skol Vreizh, niv. 19, 1990;
  • (eo) Bestkuracaj sanktuloj en Bretonio, un droidigezh en esperanteg eus e levr, graet gant Claude Bros, gant kenlabour Glaoda Millour, Mireille Le Buhan, Nicole Rizzoni, Marie-Hélène Djaouchi ha Christian Bertin, ha lakaet enlinenn.