Mont d’an endalc’had

Embann brezhoneg

Eus Wikipedia

Embann brezhoneg a vez graet e Breizh gant un nebeud tier-embann hag an darn vrasañ anezho n'int ket embannerien a vicher. Gant an tier-embann brezhoneg e vez aozet ha lakaet e gwerzh levrioù brezhonek, da lavared eo unskridoù (unanderioù monografikel kevenebet ouzh ur produadur a vare da vare, i. e. ur mareadeg), met nebeud a bladennoù pe skorioù all. Darn anezho a embann kelaouennoù brezhonek. Met, ma ne vez ket produet unskridoù, ne vez gaet ti-embann eus outo.

Tier-embann unskridoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kevread tiez-embann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket Kuzul ar Brezhoneg un ti-embann, met ur c'hevarzhe a zo ur c'hevread evit meur a embanner pe gevarzhe sevenadurel, hag e bourvez servijoù kreiz dezho : maketenniñ, sekretourva hag e ra war-dro ar skignañ. Pa voe savet e vode an holl embannerien vrezhoneg a voe en o soñjoù kas pelloc'h ar skridoù moullet e peurunvan.
Gwezhall e veze ar C'hevread sevenadurel Emgleo Breiz (Fondation culturelle bretonne), muioc'h anavezet dindan e anv brezhoeh Emgleo Breiz,, met un ti-embann gant meur a label e voe (Brud Nevez, Ar Skol vrezoneg…), met ne ra ket mui war-dro un ti-embann dindan e anv nemetken. Ganti e voe aet da get an aozadur nemeti a rae gant ar reizhskrivadur skolveuriek.

Kelaouennoù brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Darn eus ar c'helaouennoù brezhoneg zo stag ouzh ur c'hevarzhe e stumm un ti-embann levrioù unskrid, darn a vez meret mez gant ur c'hevarzhe savet evito. Amañ ar roll dre ditloù :

  • Bremañ, kelaouenn hollek daouviziek, embannet gant Skol an Emsav;
  • An Dasson, kelaouenn sevenadurel dizingal, savet e 1985 hag embannet gant Kerlenn Sten Kidna
  • Rouzig, kelaouenn evit ar vugale, embannet gant Keit Vimp Bev;
  • Toutouig, kelaouenn evit ar vugale, embannet gant Keit Vimp Bev;
  • Ya !, kelaouenn hollek sizhuniek, embannet gant Keit Vimp Bev;

Implijidi gopret evit an embann brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embann al levrioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Darn eus an embannerien vrezhoneg zo skoazellet gant yalc'hadoù hag a ro tu da c'hoprañ un den pe meur a hini. Gallout a ra ar skoazelloù pe yalc'hadoù dont eus kumunioù, pe departamantoù, pe ar rannvroioù (rannvro Breizh-4 peurvuiañ), pe ar stad c'hall .

Kelaouennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skoazellet e vez un toullad kelaouennoù ha darn a implij tud:

  • ar sizhunieg Ya!, ur c'hazetenner;
  • an daouvizieg Bremañ, ur c'hazetenner, ur renerez, ur gontaouerez;
  • an trimizieg Al Lanv.

Embann brezhoneg aet da get

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skouer Kembre

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus netra par da Cyngor Llyfrau Cymraeg e Breizh. An aozadur ofisiel brezhonek nemetañ, Ofis ar Brezhoneg, dindan ar rannvro, ne ra ket war-dro an embann.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. TIR a dalv evit Travaux d'investigation et de recherche (Labourioù enklaskerezh hag imbourc'h). Ur c'hoari-gerioù gant tir.