Anna-Vari Arzur

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Anna-Vari Arzur, bet ganet d'an 10 a viz Ebrel 1921 e Plouvien (Bro-Leon) ha marvet e Boc'harzh d'ar 7 a viz Mae 2009, a oa ul leanez hag ur stourmerez evit ar brezhoneg.

Ganet e oa bet en ur familh labourerien-douar eus Bro-Leon hag e brezhoneg e voe desavet evel he breudeur hag he c'hoarezed. Goude he studioù e teuas da vezañ kelennerez matematik ha fizik e Lesneven, adalek 1945. Diwezhatoc'h e teuas da vezañ stummerez e kreizenn stummañ pedagogel ar skolioù kristen e Brest. Adalek 1970 e krogas da gelenn brezhoneg d'he skolidi, ouzhpenn ar fizik. Ganti e voe bountet da zigeriñ klasoù diyezhek brezhoneg-galleg er skolioù katolik e dibenn ar bloavezhioù 1980.

Ur wech aet war he leve e krouas Skolig-al-Louarn e 1982. Ur gevredigezh e oa Skolig al Louarn, hag a oa war un dro ur greizenn sevenadurel vreizhek e Plouvien hag un ti-embann a embannas levrioù e galleg pe divyezhek diwar-benn Breizh, savet gant ur bern skolidi asambles, evel Dis, raconte-moi la Bretagne - Kont din 'ta istor va Bro e 1987, Dis, montre-moi la Bretagne - Va Bro, etre eur zell hag eur gwél e 1989, Dis, explique-moi la naissance de mon pays - Va bro, gwechall ha bremañ e 1992 ha Dis-moi comment ils parlent - Komzou tud va bro e 1994.

Garedonet e voe he labour evit ar brezhoneg gant Kolier an Erminig e 1993 ha gant ar Priz Herve ar Menn e 1994.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]