Mont d’an endalc’had

Unvaniez Difennourien ar Brezoneg

Eus Wikipedia

ne voe ket digor dezhi tamm ebetPatrom:Gomunourienpennad zo Unvaniez difennourien ar brezoneg (UDB) a oa ur gevredigezh savet e miz Kerzu 1946 evit pouezañ war gouarmant gall hag ar gannaded ma vije aozet deskadurezh ar brezhoneg hagun nebeud yezhoù rannvroel all dre ul lezenn. Ne badas ket goude ma voe c'hwitet ar raktres lezenn.

Un intrudu prederiet er greizenn sevenadurel Kêr-Vreizh 

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e voe e Pariz, en un emvod d'ar 5 a viz Kerzu 1946, e Ker-Vreiz, e Pariz, ma oa tolpet tud eus meur a gevredigezh sevenadurel breizek, goude ma voe lañset ur galv evit an deskadurezh brezhonek gant Kevredad Brezhoned Bariz. Dilennet e voe e burev ar gevredigezh : Paul Marzin (prezidant Arzourien Breizh), Léon Toulemont (prezidant Ker-Vreiz), Charles Michel (Kevredad Brezhoned Bariz[1]), Jacques Fournier (Korollerien Plougastell), Yann Poupinot (Ker-Vreiz), J. Valy (Bretons émancipés), P.-A. de la Tocnaye (Kevredad Brezhoned Bariz). Er-mare-se e oa Kêr-Vreizh dindan levezon ar gomunourien, ar Bretons émancipés da gentañ..

 Ar gomunourien o stourm evit ar yezhoù ranvroel en deskadurezh 

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur strollad pouezañ war Gambr ar Gannaded e voe hag un nebeud kevredigezhioù breizhek a gemeras perzh e bodadegoù Kêr-Vreizh. Ar Falz hag e brezidant, Armand Keravel, hennez anavezet evit bezañ tost d'ar gomunourien er mare-se, a skoazelle ar c'hannad komunour, Pierre Hervé evit skridaozañ ur raktres ratozhiad. Broudet e voe Pierre Hervé gant ur bagad kannaded gomunour dilennet e Breizh hag a ouie komz brezhoneg : Gabriel Paul, Alain Signor, Marcel Hamon, Hélène Le Jeune, Louis Guiguen ha Marcel Cachin. Kannaded eus rannvroioù all a zeuas da skoriñ an danvez lezenn.

C'hwitadenn an danvez lezenn 

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kinniget da Gambr ar Gannaded e voe danvez lezenn Hervé d'an 16 a viz Mae 1947 hag a voe enebet taer outi. Ne voe ket Ministr an Deskadurez-Stad, André Naegelen, digor dezhi tamm ebet.
Hervez Yan Lespoux, ma voe a-du al Luskad Republikan Poblel[2], pa lezas e gananded Penn ar Bed extaolañ o skorad, ne voe ket posubl d'ar Strollad Sokialour mont a-du gant ar raktres, ken gwan e voe aet e saviad er reizhiad tri-strollad.
Daouzek deiz a-raok e oa bet torret ar reizhiad tri-strolla[3] pa oa bet skarzhet ar gomunourien kuit eus ar gouarnamant.
Diouzh an darempredoù e teuas un spered unaniezh etre aduidi ar yezhoù minoraelet e Bro-C'hall hag a vo adimplijet evit prientiñ al lezenn Deixonne, daou vloaz goude. Kostez Breizh e voe daou zen a labouro kalz asamblez pelloc'h, Léon Toulemont, danvez prézidant Emglo Breiz hag Armand Keravel a yelo da sekretour Emgleo Breiz. Gwelet e voe pelloc'h Armand Keravel e bodadegoù war bedagogiezh okitaneg[4].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Savet e 1922 dindan anv Kevredad kevredizioù breizhat ar Saena.
  2. Mouvement républicain populaire.
  3. Tripartisme a vez graet outañ e galleg.
  4. Meneget gant Yan Lespoux en e levr.