Mont d’an endalc’had

Léon Toulemont

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Léon Jean Louis Toulemont (Pont-'n-Abad), 11 a viz C'hwevrer 1896Pariz, 12 a viz Mezheven 1959[1] a oa ur c'hargad, ur resever ar Marilherezh, ur c'helaouenner hag un emsaver sevenadurel breizhat, dreist-holl war dachenn an deskadurezh vrezhonek. Prezidant Kêr-Vreizh hag Emgleo Breiz, da-c'houde, ha sekretour Unvaniez Difennourien ar Brezoneg e voe. Sekretour kengor sevenadurel ar CELIB e voe ivez. Sinañ a rae a-wezhioù Heb Ken[2] ar pennadoù skrivet war-dro 1920 ha Hepken Toulemont war-lerc'h.

Mab Kaourintin Toulemont, eus Ploneour-Lanwern ha da Varie Yvonne Guitot eus Kombrid e oa[3]. Ostiz e oa an tad hervez an akta ganedigezh. Mont a reas Léon da studiañ da gloerdi bihan Pontekroaz ha kloerdi bras Kemper da-heul[4]. Tremen a reas e vachelouriezh prederouriezh e 1915. Ampellet e voe e amzer-soudard en abeg d'e wanidigezh e 1915, met galvet e voe evit ober ar brezel e miz Eost 1916 hag anvet e voe e rujumantoù kanolierezh. Ned eas ket da veleg, hag un nebeud pennadoù a skrivas evit Le Progrès du Finistère. E 1921 e teuas da vezañ resever ar Marilherezh, kroget al labour gantañ e Gwitalmeze.

D'an 21 a viz Here 1922, hag eñ resever e Ploueskad, e timezas gant Marie Jeanne Gouletquer, o chom e Pont-'n-Abad. Pemp bugel o devoe. Anvet e voe Leon en Anet (Eure-et-Loir), hag e Pariz en diwezh.

Hervez Olier Mordrel e vije bet Léon Toulemont kizidik e-keñver al lealded ouzh Bro-C'hall, a-raok « ma teuas ar panzerioù da beuriñ war hol letonoù » ha deuet ar c'hras warnañ, sañset[5]. En un tu e oa bet Léon Toulemont ur soudard kozh a-raok mont da gargad, hag en un tu all en em sante Breizhad, pa oa ezel eus ar c'hevarzhe « Pennarbediz e Pariz »[6].

Pa'z eas da brezidant Kêr-Vreizh e ledanaas e rouedad darempredoù betek ma voe goulennet digantañ harpañ al luskad sevenadurel breizhek, ken e kemeras perzh en daeloù gant ar gouarnamant evit ma vefe degemeret ar yezhoù minoraelet er skolioù. Diwar se e c'hellas kadoriañ Emgleo Breiz ha mont da stourm gant ar CELIB.

Mervel a reas e 1959, pa ne oa nemet 63 bloaz.

Pennadurezh e metoù Breizhiz Pariz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gouzout a rae skrivañ e brezhoneg, pa droas div ganaouenn, an eil savet gant Jacques Mareuil hag eben gant Guy Ker Avel. Skrivañ a rae pennadoù skridvarnerezh evit ar sizhunieg La Bretagne à Paris, ha diouzh-se e anaveze mat metoù ar skrivagnerien e Pariz. Mignon e voe gant Georges-Gustave Toudouze. Meuleudioù en devoe dre ma skrive mat-tre gant ur spered breizhek ha ledan ivez[7].

E 1946 e kenlabouras Léon Toulemont gant ar gomunourien evit ma vefe addigoret Kêr-Vreizh, ar greizenn sevenadurel vreizhek, hag eñ a voe lakaet en he fenn, asambles gant Frañsez Falc'hun.

Evel prezidant ar greizenn sevenadurel Kêr Vreizh e asantas e miz Mae 1947 ma vefe resevet Kefridiezh an Eisteddfod Vroadel eus Kembre a oa oc'h enklask war voustrerezh an Emsav goude an Dieubidigezh.

Aesaer evit kas war-raok ar raktres-lezenn komunour ha hini ar sokialour Deixonne evit deskadurezh ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prezidant Emgleo Breiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz a bennadoù skridvarnerezh zo bet skrivet gant Léon Toulement er sizhunieg La Bretagne à Paris. War div gevrollenn e kaver e anv :

  • Ma Bretagne - Va Breiz, sonerezh gant Daniel J. White, pozioù gant Jacques Mareuil, troidigezh e brezhoneg gant Léon Toulemont, SEMI, 1970 ;
  • Les remparts de Saint-Malo, sonerezh gant Jean Paquet, pozioù gant Guy Ker Avel, kanet gant Mona Kerys, SEMI, 1948.

An dastumad kevrollennoù 10 mélodies bretonnes, SEMI, 1949, 21 bajenn, a endalc'h an div ganaouenn vrezhonek ha meneget eo Léon Toulemont evel troer.

An doareoù gallek zo bet enrollet war ur bladenn Pathé, 1948, 78 tro, 25 cm, Ma Bretagne, Mona Kerys o kanañ.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Fichenn roadennoù - Bibiothèque Nationale de France
  2. Hep ken ha Hepken eo gerioù-stur baroned ar Pont ha kêr Bont-'n-Abad da-heul.
  3. Geneanet
  4. Skrivet e oa bet "studier a-iliz" ("étudiant ecclésiastique") ha barrennet evit menegiñ e vicher goude ar Brezel-bed kentañ.
  5. E Pariz edo O. Modrel o chom pa oa unan eus pennadurezhioù ar strolladoù dizalc'hour, a-raok mont da Arc'hantina en harlu.
  6. Les Finistériens de Paris (Armel Calvé, Histoire des Bretons à Paris). O vezañ ma oa bet kloareg e rae bruderezh evit ar Bleun-Brug.
  7. Mortuaj embannet gant Ar Soner : « Kalz euz on lennerien o-devo keuz d'ar pennadou gouizieg ha dudiuz skrivet gand eur spered digor ha ledan, a gaved bete vremañ e "La Bretagne à Paris"... Ar Bleun Brug a zalho soñj anezañ da viken, rag eñ eo e-noa skrivet ar brasa meuleudiou euz or goueliou kaer. Met dreist-oll, an oll vrezonegerien a ranko diskouez eun deiz o anaoudegez-vad d'an hini e-noa labouret kement a-hed e vuhez evid ma vije digoret ar skoliou d'ar brezoneg. »