Bleaz (kêr)

Bleaz | ||
---|---|---|
![]() Al Liger, ar pont hag iliz-veur Sant-Loeiz. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Blois | |
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Centre | |
Departamant | Loir-et-Cher (prefeti) | |
Arondisamant | Bleaz (pennlec'h) | |
Kanton | Pennlec'h pemp kanton | |
Kod kumun | 41018 | |
Kod post | 41000 | |
Maer Amzer gefridi | Marc Gricourt (PS) 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Communauté d'agglomération de Blois | |
Lec'hienn web | https://www.blois.fr/ | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 46 660 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 246 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 63 m — brasañ 135 m | |
Gorread | 37,46 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
Bleaz (galleg: Blois) a zo ur gumun c'hall, anezhi penn-lec'h departamant gall al Loir-et-Cher e rannvro c'hall ar Centre.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daoust ma'z eo kozh orin kêr ne voe meneget evit ar wech kentañ gant Gregor a Deurgn nemet er VIvet kantved. Hervezañ e voe aloubet e 410 gant ar penn-brezel brezhon Iuomadus a zalc'has anezhi betek 491, pa voe kemeret gant ar penn-brezel frank Hlodwig.
Pouezus e oa kêr en IXvet ha sez ur gontelezh c'halloudus e teuas da vezañ neuze.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kastell Bleaz
- liorzhioù an Eskopti
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War lez ar stêr Liger, etre Teurgn hag Orleañs, emañ Bleaz.
Emdroadur ar boblañs 1962-2007[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud liammet gant Bleaz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Charlez Bleaz, a glaskas bezañ dug Breizh
- Loeiz a Orleañs, a vo ar roue gall Loeiz XII, eil pried an dugez Anna Vreizh.
- Anna Vreizh a varvas e Bleaz d'an 9 a viz Genver 1514.
- Klaoda Bro-C'hall a varvas e Bleaz d'an 20 a viz Gouhere 1524.
- Denis Papin, fizikour, matematikour hag ijinadennour
- Jean Eugène Robert-Houdin, strobineller
- Victor-Auguste Poulain,
- René Guénon,
- Pierre Sudreau, politikour
- Jack Lang, politikour
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevellet eo Bleaz gant :
Waldshut-Tiengen (Alamagn) abaoe 1963
Lewes (Bro-Saoz) abaoe 1963
Weimar (Alamagn) abaoe 1995
Sighişoara (Roumania) abaoe 1995
Urbino (Italia) abaoe 1999, protokol mignoniezh
Huế (Viet Nam) abaoe 2007, protokol kenlabour
Cáceres (Spagn) abaoe 2009, protokol mignoniezh
Azrou (Maroko) abaoe 2011, protokol kenlabour