François Falc'hun
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | François Falc'hun |
Anv-bihan | François |
Anv-familh | Falc'hun |
Deiziad ganedigezh | 1901, 20 Ebr 1909 |
Lec'h ganedigezh | Ar Vourc'h-Wenn |
Deiziad ar marv | 1991, 13 Gen 1991 |
Lec'h ar marv | Ar Vourc'h-Wenn |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg, galleg |
Micher | yezhoniour, beleg katolik, kelenner skol-veur |
Tachenn labour | yezhoniezh, fonetik |
Danvez-doktor | Bernard Tanguy |
Studier | Bernard Tanguy |
Relijion | Katoligiezh, Iliz katolik roman |
Diellaouet gant | Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek |
Prizioù resevet | Volney Prize |
François Falc'hun, pe Frañsez Falc'hun, bet ganet d'an 20 a viz Ebrel 1909 er Vourc'h-Wenn (Bro-Leon, Breizh) hag aet da Anaon d'an 13 a viz Genver 1991 e Brest, a oa ur beleg leonat, deuet da vezañ chaloni a enor en Iliz katolik, aluzener ar Bleun-Brug, yezhour ha kelenner skol-veur brezhoneg, e Roazhon da gentañ, hag e Brest da c'houde. Skrivet en deus levrioù e galleg diwar-benn ar brezhoneg. Jubennour e oa el lez-varn ma voe barnet Roparz Hemon.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa d'an 20 a viz Ebrel 1909 er Vourc'h-Wenn e ti Yves Marie Falc'hun (1869-1938) ha Marie-Yvonne Tournellec (1876-1960). Skoliet e voe er Vourc'h-Wenn hag e Plabenneg, a-raok mont da skolaj Saint-François e Lesneven en 1921.
Etre 1956ha 1959 e voe aluzenner-meur ar Bleun-Brug dre un akord etre eskibien Breizh.
Skol-veur Roazhon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kemer a reas lec'h Pêr ar Rouz war gador ar yezh keltiek (chaire de Celtique) e Skol-veur Roazhon. A-hervez e soñje Roparz Hemon ma c’hellje tapout ar gador-se, pa oa an Alamaned ha gouarnamant Vichy o ren. Displegas a reas ma nije lavaret Pierre Le Roux dezhañ ken abred ha 1948 e voe da glask ur skiantour evit ec’h erlec’hiañ er bloavezhioù o tont.
Diwar galv Claude Wolff, penn Kevrenn al Lizhiri e Roazhon e tilezas e rener tezenn e Pariz evit ober e enklaskoù e Roazhon dindan renerezh Pierre Le Roux. Soutenet ha degemeret e voe e labour doktorelezh e Meurzh 1951. Anvet e voe d’ar post kadoriad ar yezh keltiek e-doug an hañv 1951.
Skol-veur Brest
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skritur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe gantañ ur skritur nevez, anvet ar skolveurieg gantañ, dre ma oa ar c'helenner brezhonek nemetañ er skol-veur hag e Breizh neuze, hag a vo lesanvet falc'huneg gant e enebourien.
- Ne rae ket gant ar zh na gant ar c'h: eur hi zo war an hent (ur c'hi zo war an hent). Koulskoude e talc'he da skrivañ e anv gant c'h.
- Skrivañ a rae droug, mad, skrived, e-lec'h ma skriver drouk, mat, skrivet, e peurunvan.
Emdroet en deus kalz (reizhskrivadur ar brezhoneg) a-hed an amzerioù ha degaset e voe dezhañ un adreizhadur diwezhañ e 1955 ha ne voen ket ar pennlusker, an atizer pennañ ne lavaran ket. Ul lezenn evit ma vo kelennet ar yezhoù rannvroel e (Genver) 1951 a voe un abeg evit adreizhañ ken e vije simploc’h ha poellekoc’h ar skritur ha tostaet ouzh ar rannyezhoù ouzhpenn ha ma vije savet drezhañ ur c’helenn evit pep derez… Ma vo dezastumet gant ar vrezhonegerien lennek pegen e glot reizhskrivadur ar brezhoneg gant notadur heboell an distagadur paotañ.[1]
Degemeret e voe ar skritur war un dro gant aozadurioù tost d'an Iliz (Bleun Brug) ha tost d'an tu kleiz (Ar Falz) en amzer-se. Ar Bleun Brug hag Ar Falz a oa en amzer-se pouezusoc'h eget Dihun ha Div Yezh bremañ er skolioù katolik ha skolioù-Stad, dre niver ar skolaerien bepred, met disheñvel e oa an degouezh, rak neuze ne lavare ger tud ar vugale diwar-benn an deskadurezh, ha ne oa nemet afer ar Stad.
Hiziv ne vez implijet ar skritur-se nemet gant hiniennoù zo, evel Mikael Madeg. N'eus ket mui eus an embannadurioù Brud Nevez nag eus ar gelaouenn heñvel hec'h anv a oa bet krouet e 1955. Ne vez ket implijet ken e titloù ar skinwel abaoe m'eo aet Fañch Broudig war e leve.
N'anavezer ket kalz a skridoù diwar zorn Falc'hun er skritur savet gantañ. Gouzout a reer avat ne rae ket gant e skritur evit skrivañ e anv.
Orin ar yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kontrol da Joseph Loth ha Léon Fleuriot, e krede dezhañ e teue ar brezhoneg eus ar galianeg, ha n'eo ket eus yezh Brezhoned Enez Vreizh.
« Je suis persuadé que le dialecte vannetais, surtout au sud du Blavet, est une survivance gauloise peu influencée par l’apport breton, et les autres dialectes un gaulois simplement plus marqué par la langue des immigrés d’origine insulaire » — (Perspectives nouvelles sur l’histoire de la langue bretonne, p. 530).
Ne seblant ket ket kaout heulierien skiantel o tifenn e vartezeadennoù pennañ.
E blas er stourm evit ar brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krediñ a rae lod neuze e oa o ren ur stourm ideologel a-enep ar vroadelouriezh vreizhat. Ha goap a veze graet gant e enebourien eus e vartezeadennoù diwar-benn ar galianeg. Lod all a soñj hiziv e klaske kendrec'hiñ ar Stad da wareziñ ar brezhoneg.
Hervez Françoise Morvan, en dije gouzañvet « des campagnes de harcèlement téléphonique » (Le Monde comme si, pajenn 132. N'eus ket bet kaoz a se en e skridoù-eñ nag e lec'h all).
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Le système consonantique du breton avec une étude comparative de phonétique expérimentale’, Thèse présentée à la Faculté des Lettres de l'Université de Rennes Rennes, imp. Réunies, imp. Plihon, 1951. Garedonet gant Priz Volney an Akademiezh gall. Adembannet e 2005 gant Label LN, kentskrid gant Jean-Yves Lagadec.
- Un texte breton inédit de Dom Michel Le Nobletz’’. Tennet diouzh Annales de Bretagne’’, Roazhon, Imprimeries réunies, 1958
- Histoire de la Langue bretonne d'après la géographie linguistique - T. I : Texte - T. II : figures Paris, P.U.F. -1963. Adembannadur kresket (+ 72 p.) e dezenn.
- Les noms de lieux celtiques. Première série : vallées et plaines. Rennes, Éditions Armoricaines, 1966, Deuxième série : Problèmes de doctrine et de méthode - noms de hauteur. Rennes, Éditions Armoricaines, 1970
- Perspectives nouvelles sur l'histoire de la langue bretonne’', Pariz, Union Générale d’Éditions, 1981. Adembannadur kresket (+ 107 p.) an ‘’Histoire de la langue bretonne d’après la géographie linguistique’’. (ISBN 2264002867)
- Les noms de lieux celtiques. Première série : vallées et plaines. Eil embannadur adwelet ha kresket bras. Geneva, Slatkine, 1982. A-gevret gant Bernard Tanguy.
Rakskridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rakskrid brezhonek da Potr Treoure, Mojennou ha Soniou.
- Rakskrid Henri Poisson, L'abbé Jean-Marie Perrot », Roazhon, 1955.
Goudeskridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- François Falc'hun en ur film eus an INA gall o tisplegañ e dezenn war ar brezhoneg : Petra eo ar brezhoneg ?
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Perspectives nouvelles sur l'histoire de la langue bretonne’’, 1981, P. p. 32-33.