Filomena Kadored
Filomena Kadored | |
---|---|
![]() | |
Anv ofisiel | Philomène Cadoret |
Anv pluenn | Koulmig Arvor, Bugel ar Werc'hez |
Obererezh | Romantourez, barzhez |
Ganedigezh | 24 a viz Gouere 1892 Bonen |
Marv | 4 a viz Meurzh 1923 Rostrenenn |
Yezh skrivañ | Brezhoneg |
Oberennoù pennañ | |
| |
kemmañ ![]() |
Filomena Kadored, Philomène Cadoret en ti-kêr, a oa ur varzhez ha romantourez vrezhonek, ha kemenerez diouzh he micher. Ganet e oa bet e Bonen d'ar 24 a viz Gouere 1892 ha marvet e Rostrenenn d'ar 4 a viz Meurzh 1923.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e oa bet en ur familh kemenerien tre kichen Rostrenenn. Brav e teuas ganti ar santifikad d'an oad a zaouzek vloaz. Chom a reas er gêr evit deskiñ ar vicher gwriat. Desket he doa lenn ha skrivañ brezhoneg er c'hatekiz.
E 1909 e pakas ar priz kentañ e kentstrivadeg an URB, un diplom ar bloaz war-lerc'h, Eil priz ar varzhoniezh er Bleun Brug e 1911 hag adarre ar priz kentañ gant an URB e 1912.
Kenlabourat a reas gant ar c'helaouennoù Kroaz ar Vretoned hag Arvorig dreist-holl, met brudet kaer e voe gant e levr Mouez Meneou Kerne deuet er-maez bloavezh hec'h ugent vloaz.
Pa zeuas ar Brezel-bed kentañ n'edo mui en he bleud da skrivañ. Dimeziñ a reas da Joseph Velly eus sant-Mikael Groñvel, he filhor brezel. He gwaz oa bet kaset d'ar gêr gwall bistiget e-kerzh ar brezel, ha mervel a reas gant an drouk-skevent e 1919. O merc'h Tereza a voe ganet daou viz goude marv he zad.
Gant an drouk-skevent ivez ez eas Filomena e 1923. Daouzek devezh war-lerc'h e varvas he merc'h d'he zro.
Oberoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mouez Meneou Kerne, Moulerez ar Gwaziou, Montroulez, 1912.
- Bleuniou ar Garantez, danevell embannet gant Gwalarn Nnn 59, 1933
- Yann ar burzudou. Kontadenn. Kroaz ar Vretoned, 1912, eil emb. Gwalarn, Nnn 63, 1934
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (br) (fr) Simon (Michel), Filomena Cadoret, une voix oubliée, Centre génalogique et historique du Poher, Karaez, 2018
- (br) (fr) Simon (Michel), Filomena Cadoret, une plume passionnée, 2020
- Abgrall (Yvon) Femmes de Bretagne
- Favereau (Francis), Lennegezh ar brezhoneg en XXved kantved, Skol Vreizh, 2001, pp 95-109.
- Raoul (Lukian), Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm 1992, p.51.
- Rouz (Bernez), 1912 : Filomena Cadoret : quatre prix littéraires à 20 ans !