Mont d’an endalc’had

Pier Laorañs

Eus Wikipedia
Pier Loeiz Alsid Laorañs
Anv ofisiel Pierre Louis Alcide Laurent
Anv pluenn Pengleuig, Pièr Inezaur
Obererezh Barzh
Ganedigezh d'an 12 a viz Du 1874
Belz
Marv d'an 9 a viz Genver 1952
Belz
Yezh skrivañ Brezhoneg, galleg
Oberennoù pennañ
Diù son, Soñnenneu er pradeuier, Soñnenneu en deulagad hag er galon


Pier Laorañs a oa ur barzh brezhonek (e gwenedeg), bet ganet ha marvet e Belz. Tapout a reas e vachelouriezh e Roazhon e 1892, ha war-lerc'h ez eas da Bariz da studiañ ar skiantoù politikel. Aotreet e voe war ar Reizh e 1895 ha dont a reas da vezañ sekretour Charlez ar Govig. Deskiñ a reas Pier Laorañs ar saozneg, an alamaneg, hag ar brezhoneg ivez, rak ne oa ket brezhoneger a-vihanik. Etre 1898 ha 1903 e savas an darn vuiañ eus e varzhonegoù, e brezhoneg hag e galleg. E Pariz e kenlabouras gant kevredigezhioù Bretoned divroet ha kanañ a rae e brezhoneg. E 1900, en "Exposition universelle", e voe eilrener ar c'h-"Cabaret Breton".

E 1903 e timezas gant Mari-Jozefa Rio, ur Vretonez eus Pleuwigner divroet da Bariz. Mont a reas da vMannheim, e Baden-Württemberg (Alamagn), da gelenn an istor. E 1912 e tistroas d'an Oriant ha krouiñ a reas ar gelaouenn sizhuniek L'indépendance républicaine.

E 1914 ez eas diouzh e wreg hag e dri bugel da vont da soudard. Goude ar brezel e labouras da gelaouenner gant Le Nouvelliste betek an Eil brezel-bed. Kenlabourat a reas ivez gant meur a gelaouenn all, evel Kloc'hdi Breiz, L’Hermine.

Distrujet e voe e di gant ar c'hentañ bombezadegoù e-pad an Eil brezel-bed, hag aet an holl draoù, e skridoù en o zouez, gant an tan. E 1984 hepken e voe embannet e oberennoù, Sonenneu en deulegad hag er galon, gant Mouladurioù Hor Yezh.