Herri Kaouisin
Neuz
(Adkaset eus Herri Caouissin)
Herri Kaouisin
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Herry Caouissin |
Anv-bihan | Herry |
Anv-familh | Caouissin |
Deiziad ganedigezh | 7 Mae 1913 |
Lec'h ganedigezh | Pleiber-Krist |
Deiziad ar marv | 12 C'hwe 2003 |
Lec'h ar marv | Henbont |
Breur pe c'hoar | Ronan Caerleon |
Pried | Janig Corlay |
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg, galleg |
Micher | kazetenner, filmmaker, skrivagner |
Diellaouet gant | Cinémathèque de Bretagne |
Luskad | Unvaniez ar Seiz Breur |
Prizioù resevet | Urzh an Erminig |
Herri Kaouisin (Henri pe Henry Caouissin diouzh e anv gallek), bet ganet e Pleiber-Krist d'ar 7 a viz Mae 1913 hag aet da Anaon en Henbont d'an 12 a viz C'hwevrer 2003, a oa un embanner, ur skrivagner, ur skeudennaouer hag ur filmaozer (diwar-benn Breizh) breizhat, asambles gant e vreur René (Ronan Caerleon).
E vab Youenn Caouissin a gendalc'h al labour evit difenn speredelezh Feiz ha Breiz en ur embann pennadoù. E vab-bihan, Eflamm Caouissin, a ra kement-all gant al lec'hienn Ar Gedour Mag.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bécassine vue par les Bretons, gant Léone Calvez ha Herri Caouissin, Éditions Ronan, Pleiber-Krist, 1937.
- Légendes de Bretagne pour la jeunesse, testenn gant Léone Calvez, skeudennoù gant Herri Caouissin, Éditions Ronan, Pleiber-Krist, 1937.
- L'Histoire de ma Bretagne, skrivet gant Herri Caouissin ha skeudennet gant Le Rallic, Ololé, 1942.
- L'Histoire de Bretagne de Toutouig, Urz Goanag Breiz, Landerne, 1944.
- Istor Breizh Toutouig, skeudennet gant F. Jobbé-Duval, Urz Goanag Breiz, Landerne, 1944.